Deuet on da chom davet ma zud e parrez Karnoed, en un ti brav, livet gwenn, war blasenn ar bourk, keñver gant an iliz, un ti kempenn, dalc'het gant ma mamm, ennañ kombodoù bihan evel emañ ar mod gant bourc'hizien Vreizh-Izel : ur gegin, ur sal, ur burev, dispartiet gant un trepas ; teir gambr a bigner dezho gant ur « viñs-tro » ; ha d'an nec'h tre, ar solier, div gambrig all, a zizoloer dre o frenestroù an holl vourk, hag er pellder, dremmwel fromus ha gwagennus tosennoù Kerne.
Alies ez an da Sant-Weltas, hag e pignan war c'horre an Dosenn.
N'eus manet evel[-]just roud ebet eus e oberennoù peogwir ne ouie na lenn na skrivañ, met plijout a rae dezhañ kanañ e sonioù hag e werzioù war lein un dosenn damdost d'e di en ur seniñ ur violoñs bihan-bihan, ur c'hoariell a ugent real bennak prenet gantañ e foar Dreger.
E-keit m’edod gwechall o tiskar kozh iliz Priel hag o sevel an hini nevez, gwintet ken uhel war he zosenn, e veze an den-se o prejañ hag o lojañ e ti Soaz Sapeur.
Daou vloaz goude e tegouezhe eno an daou visioner katolik kentañ, hag an Tad Bessieux a yeas da ober e ziazez ivez war an dosenn e-tal al lec'h-kreñv.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
tosennek