v.g.
1. Tastornat, klask e hent en ur dastornat.
Toulbabañ a ra, o klask tizhout unan eus ar c'hoarierien all. Pignat a reas hep gouloù,
en ur doulbabañ.
DHS. dornata, palvata, pavata, teutañ.
HS. pafalañ.
2. Ruzañ, lugudiñ.
Kristenien glouar a weler o toulbabañ e-pad an devezh Sul.
DHS. troidellañ.
HS. straniñ.
3. Lakaat poan, ober eus ar gwellañ.
Toulbabañ kalz evit dastum ha difenn o zammig danvez.
HS. bec'hiañ, strivañ.