Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Doare dezverkus, arouez. Skrivadurioù o taolennin azonoù ar rannyezhoù a Dreger. An adlavar eo azon heverkañ ar varzhoniezh. 2. Mezeg. Anad ur c'hleñved, kemm er bevedeg stadet gant ar mezeg pe displeget gant ar c'hlañvour o reiñ tro da anavezout ar c'hleñved. Un azon a ziwaskadenn. Azonoù an negez.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Penn un den a oa o vont da vervel en doa. Morlivet e oa deuet da vezañ, kollet gantañ e livioù livrin ; kastizet e oa ; anat e oa en doa kollet ur bern blev hag e oa koshaet. Ha c'hoazh ar merkoù-se - azon un disleberadur korfel - a dennas nebeutoc'h evezh an noter eget sell Lanyon hag e emzalc'h, a hañvale diskouez e oa enkrezet don e spered, ha spouronet.

2012
Daveenn : DJHMH p52

Da'm soñj hoc'h eus kavet an azon en deus douget anezhañ d'an torfed marteze. Krediñ a ran e sav an arbenn da goshoc'h met se n'eo ket a bouez evidoc'h.

2015
Daveenn : EHPEA p378

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial