1. Pesk mor migornek eus ar c'herentiad Rajidae, peuzheñvel ouzh ar rae, e anv spesad Raja alba.
Pesketa travanked.
&
Travank wenn : ar spesad-se end-eeun.
2. Travank du, gris, rouz : ar spesad Raja batis.
HS. krenerez.
E-pad an hañv, dilezet an drag hag ar sein, ar Gwennili ac’h ae pell er-maez en-dro d’ar Velevenn, d’ar Gorjegoù, pe war bazennoù Treoger da lakaat e gevell, da stignañ e gerden higennoù hag e rouedoù boull evit pesketa silioù, raeed ha retoned, morc’histi, travanked, l[i]gistri, [givri]-mor.
E-pad an hanv, dilezet an drag hag ar zein, ar Gwennili ac’h ê pell er-mêz en-dro d’ar Velevenn, d’ar Gorjegou, pe war bazennou (3) Treoger da lakaat e gevell, da stigna e gerden higennou hag e rouejou boull (1) evit pesketa siliou, rêed ha retoned (2), mor-c’histi, travanked, legistri, girvi-mor.