Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Kargad zo e vicher kas keloù eus un diviz a-berzh ar justis, e lakaat seveniñ ha stadañ eo bet sevenet. Bezañ galvet gant un urcher. [1878] [...] ra vezo, abalamour da se, gourc’hemennet gant urcher ar gador-varn, douger ar gourc’hemenn da zont, e vezo kemeret Fabian Croy, dalc’het ha miret er prizon-se, evit chom eno evel en un ti a justis [...]. [1954] C’hwitet am boa, ha gant an hini gozh e oa ar wirionez, rak hervez ar vrud a rede bez’ oa « promesa a briedelezh » evel ma lavarer er gador-sarmon, etre Rozig hag un danvez ucher eus Pempoull : yec’hed hag eurvad dezhi d’he fried ! & Trl. Nag urcher nag archer : den ebet.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

hucher aodiañser

1732
Daveenn : GReg pg audiencier

hucher

1850
Daveenn : GON.II.HV pg hucher (huissier, officier de justice qui signifie les actes judiciaires et les fait exécuter).

Eo gourc’hemennet d’an holl hucherien kemennet evit se lakat ober ar varnedigezh-mañ, da bep komandant ha da bep ofiser ar galloud publik kennerzhañ, pa vezint goulennet hervez al lezenn, d’ar gomiserien eus ar galloud da genveilhat.

1878
Daveenn : EKG.II p.210

Abalamour da se, an tamaller publik a c’houlenn ma teufe ar gador-varn unanet da reiñ dezhañ diskarg eus an tamall-mañ a-enep Fabian Croy, korporal er rejimant hanvet diagent an eil a dud a vor, dalc’het er prizon hanvet Kastell Brest ; ra vezo, abalamour da se, gourc’hemennet gant urcher ar gador-varn, douger ar gourc’hemenn da zont, e vezo kemeret Fabian Croy, dalc’het ha miret er prizon-se, evit chom eno evel en un ti a justis, hag e vezo ar gourc’hemenn-se roet da anaout da guzulierien Brest ha d’an hini tamallet.

1878
Daveenn : EKG.II p.204-206

urcher

1909
Daveenn : BROU p. 253 (influencé par Urz, parce que l'huissier transmet des ordres), p. 435 (huissier)

hucher skol-veur

1931
Daveenn : VALL pg appariteur

hucherien

1931
Daveenn : VALL pg appariteur

Ucher e oa e Plouigno, hag en em welout a raemp alies e Karnoed hag e Montroulez.

1944
Daveenn : EURW.1 p86

C’hwitet am boa, ha gant an hini gozh e oa ar wirionez, rak hervez ar vrud a rede bez’ oa « promesa a briedelezh » evel ma lavarer er gador-sarmon, etre Rozig hag un danvez ucher eus Pempoull : yec’hed hag eurvat [eurvad] dezhi d’he fried !

1954
Daveenn : VAZA p.175

An deiz kentañ goude koan, e teuas d’hor bete, ha war e lerc’h un ucher e vragoù berr, gant ur chadenn arc’hant en e gerc’henn ha dindan e gazel ur pikol bouestad segalennoù, ha sed amañ petra ’glevjomp diagnt e vestr : « Aotronez ker, emezañ, ho trugarekaat a ran a-greiz-kalon evit ur sonadeg ken dudius, hogen un draig am befe da c’houlenn diganeoc’h.

1954
Daveenn : VAZA p.151

Gallout a ra an enebourien klask tabutal pe, er c'hontrol, gortoz ma vreinfe an traoù, peotramant c'hoazh laoskel ar justis d'ober he labour -goulenn d'un urcher ober stad an traoù, sevel klemm, reiñ deoc'h an urzh da vont kuit pe da baeañ un dell-gastiz a 2000 euro evit pep eurvezh dale...-.

2015
Daveenn : DISENT p78

Ofis publik ar brezhoneg