Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Termen a verk an diseblanted, ar fae. "Ba !" a lavare, "aze n'eus ket dañjer dezho da vezañ pilet." "O ba ! n' eo ket tener an traoù !". & Trl. Na c'houzout na bu na ba, Na c'houzout na be na ba : na c'houzout seurt ebet (eus udb.).

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

— A ba ! eme Bilzig souezhet.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.947 (Mae 1924)

Ba ! Lojañ a rajemp en un ti bennak.

1944
Daveenn : EURW.1 p36

Ar gentañ, meleganez flamm, gant divjod ruz evel pechez, daoulagad glas « lamm ganto », ur c’horf mat da reiñ da skouer d’ur c’hizeller delwennoù, nemet ne ouie na be na ba ; an eil, du evel ur vran, dous evel un dañvadez, hag amourous evel ur goulm.

1944
Daveenn : EURW.1 p.148

« Bah ! ["Ba !"] Per ar C’honikl pe un Alanig al Louarn bennak o vont e-biou. Na gemerit ket spont gant kennebeut ["ken nebeut"] a dra, Lom ! »

1944
Daveenn : ATST p.129

« A ! bah ! ["ba !"] lavarit din ar wirionez ; aon hoc’h eus da vont da Garreg-al-Louarn abalamour m’eo deuet di, en noz diwezhañ, ar marichal daonet da welout ac’hanomp. Mes kredit ac’hanon, ne deuio ket div wech da glask lakaat e fri en hon aferioù-ni. Alo ! deomp ! »

1944
Daveenn : ATST p.129

Arabat d'ar stourmerien dilezel o fost abalamour m'o deus aon pe riv, peotramant peogwir e kavont hir o amzer rak ne ouzont na bu na ba deus ar pezh a c'hoarvez gant ar re all.

2015
Daveenn : DISENT p112

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial