1. V.k.e.
Lakaat (udb. pe ub.) en arvar a-ratozh oc'h anavezout ar riskloù zo.
Avanturiñ e vuhez ha pep tra. An den na avantur netra, na koll na gounit ne ra. An hini a avantur e wreg, e lec'h unan en deus dek.
DHS. arvariñ.
HS. risklañ, brokañ.
2. (impl. dirak un av.)
Kemer ar riskl da.
Hini ebet eus mevelien an dispac'h n'en dije avanturet mont re lark e Kernev. Avanturiñ c'hoari koll pe c'hounit.
3. V.g.
Kemer ur riskl, esaeañ ober udb. en desped d'ar riskl.
An neb a glask lakaat e zanvez da greskiñ a rank gouzout avanturiñ a-wezhioù. Ne greden ket avanturiñ rak trec'h e oa da nerzh da'm hini. Me a ya da avanturiñ met ma refuz am bo.
4. V.em.
EN EM AVANTURIÑ : mont en desped d'un dañjer.
En em avanturiñ a reas re war bord ar prenestr hag e kouezhas. Tachenn distro e lec'h n'en em avantur den gant levenez.