Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Lostad bagonioù lusket gant ur stlejerez a dalvez d'an treuzdougen treizhidi pe varc'hadourezhioù war un hent-houarn. Mont gant an tren. Un tren marc'hadourezh. Un tren beajourien. Mont d'ar gar da dapout an tren. Sevel en tren. Prenañ ur bilhed tren. & Trl. PEMDEZ. Kemer an tren kantonier : mont war droad.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

Peder sizhun da c'houde-se, ar paotr Yann a gemeras an tren herrek a 8e.10 e gar Brest. Ar marc'h-du er c'hasas war-eeun da Bariz.

1929
Daveenn : SVBV p8

War-dro mareoù seizh eur diouzh an noz e tegouezhis er gêr-benn, hag, hep daleañ e neblec'h, a [sic] kerzhis etrezek ar gar, hini Lyon, ar sac'h war va chouk. A-barzh ma kimiadis diouzh Pariz ez is da ober ur weladennig e kêr, hag o vezañ graet ur c'hofad stalioù e lâris yao ! En tren adarre. Kerkent ha m'edon degouezhet em bagon, e stagis da lenn hag a-greiz lenn e vanjen kousket. Huniañ mat a ris war ar bank-keinok, rak skuizh-marv edon.

1929
Daveenn : SVBV p8

karr-tan tren

1931
Daveenn : VALL pg autorail

tren hobregonet

1931
Daveenn : VALL pg (train) blindé

Sammet evel muled, e treuzjomp kêr Wengamp da dapout an tren. E kazarn Charner, ‘kichen hent-houarn Sant-Brieg, e voemp lojet. Pevar ugent soudard a oa ac’hanomp, holl studierien, pe gloer, pe arzourien.

1944
Daveenn : EURW.1 p.195

Antreal a rejomp en un ostaleri a anavezemp evit bezañ « diskenn ar c'hourier » a rae, a-raok ma oa treniou, servij ar veajourien hag ar varc'hadourezh etre Keraez ha Gwengamp.

1944
Daveenn : EURW.1 p37

Setu ni hon-daou eta aet da Boullaouen da dapout an tren bihan, gant gwetur Anna-Mari Ar Yaouank, gwreg ar sakrist, a veze o kas-digas ac'hanomp tu-pe-du, pa'z aemp da bourmen.

1944
Daveenn : EURW.1 p66

Mège a savas eno en tren da zistreiñ da Vontroulez, ha me a ruilhas betek Karnoed, goude bezañ graet tost da gant lev, leun ma eñvor a arvestoù nevez evidon.

1944
Daveenn : EURW.1 p75-76

Ul lojeiz am boa kavet er ru Paol Feval, ul lec'h ha ne oa ket re drouzus daoust da vonedone an trenioù war an hent-houarn stok.

1985
Daveenn : DGBD p5

Stankañ chanterioù, tourterien, chadennoù-frammañ, kefioù ar gourmarc'hadoù, gichedoù, tier-gar, trenioù a gas lastez nukleel, bagoù gant o marc'hadourezh -pa'z erruont er porzh, pa vezont diskarget-, privezioù un aerborzh pe un embregerezh; stankañ al lastez pe al lizheroù pa zegouezhont peotramant pa'z eont kuit; stankañ dour pe bourvezioù -boued...- ur c'huzuliadeg etre pennoù bras ar bed; stankañ ar pratikoù, an embregerezhioù-pourveziñ, prenañ douaroù e-lec'h ma vo staliet ur raktres noazhus [noazus]; stankañ mont ha dont al lizhiri; stankañ ar c'hreizennoù pellgehentiñ; implijout stank-ha-stank standardoù pellgomz, servij al lizhiri, ar gichedoù, ar faksoù hag ar boestoù posteloù; paeañ an tailhoù hag an taolioù kastiz tamm-ha-tamm, paeañ gant fazioù dister graet a-fetepañs -evel paeañ un nebeut kentimoù re, ar pezh a lak an enebourien da goll amzer hag arc'hant-; troc'hañ an tredan, ar pellgomz, Internet...

2015
Daveenn : DISENT p58-59

Oberoù hentoù / trenioù / metro digoust; pik-nik digoust er gourmarc’hadoù; adperc’hennañ ar madoù e-pad an diskrogoù el labouradegoù; diskenn priz feurm ha gwerzh al lojeiz; dihan da baeañ feurm ar lojerisoù; chom hep resteurel arc’hant ar c’hredoù; takadoù emren didermen; perc’hennañ ul lec'h prevez pe foran hag embann ez eo ul lec’h emren, digoust, liberter ha gouestlet d’an dudi; rekizañ lojerisoù goullo…

2015
Daveenn : DISENT p59

Da skouer oc'h astenn a-dreuz un hent-houarn evit herzel un tren karget a lastez nukleel. Peotramant o c'hourvez dirak un tourter kuit na vefe diskaret un ti palestinian.

2015
Daveenn : DISENT p65

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial