1. (dirak un ag.)
Dezhañ un tres, un neuz, e doare pe zoare.
Un den treset mat. un den treset fall.
DHS. neuziet, strujet.
HS. stummet.
&
Trl.
Bezañ treset da ub. : bezañ heñvel outañ.
Treset e oa d'ur chaseour.
2. (impl. e-unan)
Ampart.
Piv a lavaro pegen treset e oa dorn ar medisin !
&
Treset diouzh (udb.) : barrek war (udb.).
3. Trl.
Bezañ treset d'ul labour, d'un obererezh bnk. : bezañ en e gerz ar perzhioù a zere d'e seveniñ mat.
Treset e oa d'ar vicher-se.
&
Bezañ douget d'e ober.
Ar re-se a vez treset d'an droug.
4. Trl.
Bezañ treset da ober udb. : seblantout e ober.
Treset int da dreutaat. Treset eo da vout tomm eno.
&
Diren.
« En em blijout a ra ? - Treset eo. » : « Ya, war a seblant. ».
Treset e voent gantañ war vugenoù gant al liv a denner eus ar varantia (gwrizienn-ruz).
Treset e voent gantan war vugenou gand al liou a denner eus ar varantia (gwrizienn-ruz).
1923
Daveenn :
SKET
p.9
Treset eo ar gartenn-mañ diwar ar gartenn gaer-dreist embannet er-maez a dest gant pennad P.A. Smith [...].
1943
Daveenn :
TNKN
p49
Met ar raktres chantele kromm kentañ, dezhañ un hent-tro keur ha chapelioù empret, ha treset war an ampl, diouzh doare skouerioù meurdezus ar C'hallaoued, eo hini Kemper a-dra-sur.