1. Kerez taolet gant ar gwez-kignez, ruz teñval pe zu, dezho ur vouedenn wak ha sukret-kenañ, heñvel o stumm ouzh hini ar babiol.
Eost ar babu. Babu ruz. Babu du.
&
Gwez-babu : gwez-kignez.
&
Trl. skeud.
Dilostañ ar babu da ub. : displegañ udb. betek re evit e lakaat da gompren da vat.
&
Kaout ur genoù babu : kaout muzelloù du, ha dre skeud., kaout ur genoù faeüs.
&
Skeul vabu : den bras ha treut.
DHS. babiol.
HS. kignez.
2. A-wezhioù
Frouezh ar c'herezenned-gouez.