Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. GOUNEZ. Tachennad douar. Un treuziad mat a zouar. Un treuziad mat a vetarabez. & Ledander eus ar pezh a vez medet pe falc'het gant un den, un dornerez. 2. Lec'h ma treuzer. Ret eo bet sevel pontoù-douarañ hir evit mont en tu-hont d'an treuziad ma vez fall ar mor. 3. Pennad (amzer). An treuziad amzer am boa da dremen er vro. DHS. boutad, frapad, herrad, koulzad, maread, prantad, predad, reuziad, sachad, tachad. 4. Kementad brazik. Un treuziad lizheroù bet skrivet tost da gant vloaz zo. DHS. dornad, kargad, maread, pakad, torkad, toullad, troc'had. 5. Renkad. Deuet e oa eus ar brezel gant un treuziad medalennoù.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Bez’ ez eus oc’h ober ar stêr daouzek kan lerc’h-ouzh-lerc’h, enno dour don ha sioul hag etrezo, d’o rannañ, daouzek treuziad froudoù, troennoù ha lamm-dourioù (3).

1924
Daveenn : SKET.II p.47

Ret eo bet sevel wharfoù pe bontoù-douarañ hir (hini Port-Bouet a zo evel-se 280 metrad hed dezhañ, hini Lome 330 m hag hini Kotonou 236 m) evit mont en tu-hont d'an treuziad ma vez fall ar mor.

1985
Daveenn : DGBD p19

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial