treuzwelus
Da serr-noz e pignas war hol lestr-reder un ofiser ken du all o klask eskemm evit galoñsoù ha nozelennoù aour bananez ha frouezh all ar vro, ha zoken, emezo, taolennoù gant gisti noazh warno, ur seurt skeudennoù treuzwelus na vezont gwerzhet nemet dre guzh.
Nag an oabl pa vez en e splannañ, nag al lin en e vleuñv, na daoulagad ar c’hlanañ [m]eleganez, nag ar glizin luskellet ’mesk ar gwinizh gant aezhenn domm miz Eost, mann, n’eus mann war an douar hag a dalvfe bezañ lakaet kemm-ouzh-kemm gant an dour glas, ken kuñv, ken tev ha ken treuzwelus war an dro, a gousk eno, el lec’h benniget-se.
Memestra eo gwelloc'h ar brizh demokratelezhioù-se evit an diktatouriezhioù abalamour e rankont derc'hel d'ober van da vezañ kevredigezhioù digor, treuzwelus ha digabestr e-lec'h ma c'hell ar geodedourien dibab dre o dilennidi evit an traoù a sell oute.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
treuzwelusted