v.
I.
V.g.
1. (db. ar c'harbedoù)
Gwintañ, tumpañ.
Ar vag a droc'holias.
[1878] Per a voe stropet e-mesk ar sternaj, ar c’har[r] a droc’holias.
DHS. bannañ, c'hweniañ.
2. Dre skeud.
Mont da fall, trelatañ.
Beziet ez vev, an den a droc'hoilh e spered.
II.
V.k.e.
1. (db. ar c'harbedoù) Lakaat da wintañ, da dumpañ.
Ur maen en dije troc'holiet ar c'hirri-se. Ar c'harr-emgann a oa aes da droc'holiañ. 2. (db. an traoù)
Eilpennañ.
Troc'holiañ ar pod pa'z eo poazh ar soubenn.
3. Dre skeud.
Eilpennañ, terriñ.
Pec'hiñ a reomp seul wech ma troc'holiomp urzh ar garantez.
EVEZH.
(a) Distagañ a reer ar furm "troc'hoilh" (trede gour unan amzer-vremañ an doare-diskl. hag eil gour unan an doare-gourc'h.) evel-henn : ['tro:ɣɔʎ] ;
(b) evit a denn da implj "-ilh" e reizhskrivadur darn eus furmoù displeget "troc'holiañ", s.o. displegadur "kuzuliañ".
Dont a rejont o-daou war ar gazek limon ; Per a voe stropet e-mesk ar sternaj, ar c’har[r] a droc’holias.
Dont a rechont ho daou var ar gazek-limoun ; Per a oue stropet e mesk ar sternach, ar c’har a droc’holiaz.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.176
Tri deiz a oa n’o doa evet takenn, troc’holiet ma ’z oa bet o brok-dour gant ar wallamzer ha kemmesket an dour-evañ a oa ennañ gant dour sall ar mor digaset dre an tarzhioù.
Tri deiz a oa n’o doa evet takenn, troc’holiet ma ’z oa bet o brok-dour gand ar wall-amzer ha kemmesket an dour-eva a oa ennan gant dour sall ar mor digaset dre an tarziou.