I.
A.
1. Tres(où) graet, laosket, gant ub. o treiñ ha distreiñ.
Troidelloù ar moged butun o sevel.
HS. troellenn.
2. Ent strizh
Pleg en un hent, en ur stêr, h.a.
Gwashat ma 'z eus troidelloù er viñs-mañ !
3. Lec'h aveet war bord un hent strizh, ma c'hall ar c'harbedoù ober un hanter tro.
Kae betek an droidell da dreiñ da garr.
4. Dre ast.
Pourmenadenn.
B. Dre skeud. (en e furm lies prl.)
1. Doare dieeun da vont ouzh ub.
Lavaret a reas an dra-se hep klask troidell ebet d'e gomzoù.
&
Trl.
Klask troidelloù a-raok lavaret udb.
2. Troioù gwidre.
Ober e droidelloù fall en ul lec'h kuzh.
Evit ma'z ay kuit ma enebour hag e droidelloù.
&
Gouzout troidelloù ub. : gouzout penaos en em gemer an den-se evit tizhout e bal, e-sell d'ober noaz.
II.
Tr. adv. (en egor, en amzer)
E TROIDELLOÙ : war-dro.
E troidelloù Kemperle pe Nizon. E troidelloù ar bloavezh 500.
Daveenn :
GON.II
pg trôidel (ruse. tricherie. artifice. tromperie. biais. tergiversation. - pirouette, tour fait sur la pointe du pied. alibiforain, propos hors de la question. HV. Pl.)
troidell
trôidel
1850
Daveenn :
GON.II
pg beskel, trô-blég, trôidel (ruse. tricherie. artifice. tromperie. biais. tergiversation. - pirouette, tour fait sur la pointe du pied. alibiforain, propos hors de la question. HV.)
troidell
trôidel
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg trichérez
E droidelloù a anavezan.
He drôidellou a anavézann.
1850
Daveenn :
GON.II
pg trôidel (je connais ses ruses, ses artifices).
Perak e klaskit-hu un droidell ?
Pérâg é klaskit-hu eunn drôidel ?
1850
Daveenn :
GON.II
pg trôidel (Pourquoi cherchez-vous un biais ?)
Hemañ, gwir eo, en devoa staget ar gastolorenn, met holl ganfarded ar bourk o devoa o ferzh en droidell graet da Bipi.
Heman, gwir eo, an nevoa staget ar gastolorenn, met holl ganfarted ar bourk o devoa o feurz en droïdell grêt da Bipi.