Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. H.b. Oberidigezh lakaat ur skrid, komzoù en ur yezh all. 2. B. Dre ast. Skrid, lavar lakaet en ur yezh all, disoc'h an treiñ. Un droidigezh n'eo ken, gwelloc'h e vije bet kaout ar skrid orin. An droidigezh he deus klasket chom tost d'ar skrid orin. Un droidigezh resis.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

troidigezhoù

1732
Daveenn : GReg pg glose (interprétation, traduction, p.)

troidigezh

1732
Daveenn : GReg pg glose (interprétation, traduction)

-penn

1850
Daveenn : GON.II.HV pg trôadur (-penn), trôidigez (-penn)

troidigezh

1850
Daveenn : GON.II pg trôidigez

(1) Diwar-benn an hent-se gwelout Strabon, troidigezh c'hallek gant Tardieu kevrenn III.

1923
Daveenn : SKET p.14

Ma fennad kentañ e brezhoneg a voe embannet e niverenn gentañ miz Du : un droidigezh e oa eus ur brezegenn graet gant an Eskob Dulong diwar-benn Sant Paol a Leon.

1944
Daveenn : EURW.1 p85

War an taol, den ne gave un droidigezh eeun da 'régionaliste'.

1944
Daveenn : EURW.1 p69

troidigezh c'hallek "Arctic Adventure", Paris, Albin Michel, 1939, 488 p., gant skeudennoù) unan eus ar c'haerañ levrioù beaj a c'hellfed lenn

1985
Daveenn : DGBD p94

Forzh penaos, er mintin-se, amzer ne'm boa ket, re anat e oa, da chom d'en em zebriñ na gant soñj ma mamm'gozh, na gant prederioù war red ar vuhez hag an amzer, just a-walc'h, na gant tonkadur ki ar paotr pe baotr e gi - be' oa ma gouezidi o c'hortoz ac'hanon, gant ma zroidigezhioù, ma C'harpentier Fialip meudataet ha dislivet, ha ma rustumellad notennoù.

1992
Daveenn : EAZB p. 107

Padal, ha petra bennak ma veze rouez ha distank ar re a c'helle lenn skridoù kozh an Helleniz e henc'hresianeg, e veze anavezet, gras d'an troidigezhioù e latin, ar pep brasañ eus oberennoù an amzervezh gresian-ha-roman.

2016
Daveenn : ILIAS p. 9

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial