Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Zo bet lakaet da goll anaoudegezh gant un taol war ar penn. Ken rust eo ar stok ma kouezh war e grabanoù, badaouet holl. HS. abafet, badinellet, batet, batorellet. 2. Dre ast. N'emañ ket e holl anaoudegezh gantañ, zo e benn o vezevelliñ. Badaouet int evel tud o tihuniñ goude un hir a gousk. HS. abafet, badinellet, batet. 3. Dre skeud. Gouvezv. Ne lavaran ket mezv, met abafet pe badaouet. & Badaouet-mat : ouzhpenn hanter vezv. HS. sañson.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

O tarc’haouiñ e zaou zorn en un taol e skoas ar roue kozh en o c’hilpenn Mandonios ha Tautamos hag o stlapas war ruilh an eil a-zehou, egile a-gleiz gant kement a nerzh ma voe damfreget ganto moger al logell ha ma chomjont astennet war an douar badaouet-holl.

1923
Daveenn : SKET p.103-104

badaouet

1931
Daveenn : VALL pg ahuri

Klevit ! Job ha Lom a zeuas e ti ar skluzier, unan o kanañ hag an hini all o tiskanañ. Badaouet mat e oant.

1944
Daveenn : ATST p.13

Badaouet eo ivez ar breur Arturo gant c’hwez galloudus tolzennadoù bleunioù al liorzh, ar jesmi ruz, ar roz, al lili meur, ar jenoflez, ar c’harzhiadoù beuz [sic "ar garzhiadoù"], ar bent, ar geot azv, mesk ha mesk gant tourmantin koadig an dorgenn.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Badaouet, boemet e rankan bezañ : un enezenn a welan du-hont, he skeud gwez fraezh-tre da welout war an dremmwel alaouret.

1985
Daveenn : DGBD p142

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial