Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (db. al loened) 1. Loened doñv desavet pe maget a-gevret. Un tropell a gant penn-chatal. Un tropell deñved o peuriñ. Ar bouc'hed o deus ar vrud da virout an tropelloù ouzh ar c'hleñvedoù. An tropell hag ar maesaer. & Ki-tropell : ki-maesaer. 2. Loened gouez o vevañ a-gevret. Un tropellad roudenneged. II. Dre zismeg (db. an dud) Tud hep ket a intrudu. An dud ez eus anezho tropelloù diniver bleinet gant o youloù fall.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

tropell miled

1499
Daveenn : LVBCA p145, 199 (tropell de bestiaill)

tropell deñved

1732
Daveenn : GReg pg bergerie (troupeau de brebis)

tropelloù deñved

1732
Daveenn : GReg pg bergerie (troupeau de brebis)

Ar vro a zo diwallet gantañ a guitais, ur vro uhel ha santel dreist d’ar re-all, nesoc’h d’an neñv eget nep bro, leunoc’h eget nikun a vouezhioù doueel na davont nepred, o tassoniñ dalc’hmat gant hiboud an eienennoù, kroz ar froudoù hag al lammdourioù, sarac’h ar c’hoadoù, garm an evned ha blej an tropelloù ; douar geotus, edus, houarnus, perc’hennet dre ar c’hleze gant hor gourdadoù, goude un niver emgannoù, ha deut da hêrezh ar gouennoù illur a vez maget enno ar wazed hag ar maouezed brasañ, kaerañ, krenvañ ha gwellañ eus ar bed.

1923
Daveenn : SKET p.12

Glas ha tudek eo an draonienn, goloet a wez, a zouaroù-gounit, a beurvanoù geotek, dre-holl e-leizh enni boud an dourioù ha mouezh laouen an tropelloù.

1923
Daveenn : SKET p.16 (reizhet en eil kevrenn -1924- : p.148 : "Da reiza er gevrenn genta" P. 16, eil dilinenna, lin. 8, e lec’h « peurvaniou » lenn « peurvanou ». )

Selvanos a voe anezhañ, eta, kentañ saver tropelloù ha kentañ mesaer a ouenn Vanos.

1923
Daveenn : SKET p.55

tropell g.

1923
Daveenn : SKET p.194, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "troupeau".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial