Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Titl a roed d'ar rieien e Rusia, e Serbia hag e Bulgaria. Ofiser e oa e servij ar Tsarez Katell. HS. impalaer. EVEZH. Implijout a reer ar gerioù-mell "ar" pe "ur" dirak ar gerioù amprestet a grog gant ts-. Kemmadur ebet en termenoù amprestet a grog gant ts- kennebeut.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

Nevez ’oa e voe bet lazhet Serj Aleksendrovitch, eontr an Impalaer, muntret war-greiz an deiz p’edo o tont e-maez e di er C’hremlin, rak er mare-se ne oa ar C’hremlin nemet ul leurgêr voutin ma tremene drezi neb a gare, hep skoilh ebet, na zoken pa veze ar Tzar [sic, ar Tsar] o chom en e balez gant e diegezh (1).

1955
Daveenn : VBRU p.37

Etimologiezh

Amprestet digant ar rusianeg, deuet e-unan diwar al latin "caesar" dre hantouriezh ar gresianeg krenn.

Ofis publik ar brezhoneg