Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Tud vunut. Tudigoù dister e oa he zud. C'hoariva O'Casey a fell dezhañ livan tudigoù Dulenn evel ma oant. [1954] [...] ha tri dervezh e pade an abadenn : d'al Lun evit ar pennoù bras, d' ar Meurzh evit an dudigoù, mitizhien, amezeien hag all, ha d' ar Yaou evit ar veleien, ar gerent hag ar vignoned nesañ. 2. Dre ast. Tud kaezh. Emberr e teujont da vout tudigoù kozh, hep heol ebet en o buhez. Ar vuhez klouar a renan e-pad ma leñv tudigoù hor maezioù.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Ha chervad a veze graet ganti, - pa lavaran, petra bennak ne gemere ket kalz tra digant tud an ti, ugent real ar peurliesañ, ugent lur d'ar muiañ, met dastum a rae un tamm brav a werzh-butun, peogwir e veze alies betek un daou pe dri c'hant bennak o verniañ an deiz kentañ an eured, rak ne veze ket sellet berr d'ar c'houlz-se, ha tri dervezh e pade an abadenn : d'al Lun evit ar pennoù-bras, d' ar Meurzh evit an dudigoù, mitizhien, amezeien hag all, ha d'ar Yaou evit ar veleien, ar gerent hag ar vignoned nesañ.

1954
Daveenn : VAZA p.11

N’eo ket hepken ar pennoù bras, ar re binvidik hag an noblañs a zouge gant lorc’h an tog seiz, met kerkoulz all an dudigoù o vevañ diwar o leve, kargidi ar gouarnamant ha zoken an disterañ louf-torchenn, ha d’ar Sul meur ha meur a vicherour.

1955
Daveenn : VBRU p.26

tudigoù

1974
Daveenn : BAHE niv. 81, p26

Ofis publik ar brezhoneg