Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Kan kloz, anezhañ ur granenn galet pe wevn, zo eeun pe zo plegennoù enni, a dalvez da gas al liñvennoù pe ar gaz. Tuellenn ar fornigell : korzenn divogediñ. HS. korzenn. 2. Dre ast. Kog. Treiñ an duellenn da lakaat an dour da flistrañ. Evañ ouzh an duellenn. [1878] Ar varrikenn a yoa divoulc’h : lakaat un duellenn enni a yoa re hir : savet e voe en he sav, ha ker buan didalet.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

tuellenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg robinet

tuellennoù prenn

1732
Daveenn : GReg pg canelle (ou, canulle, ou fontaine. tuyau de cuivre qu'on met à un tonneau qui est en perce)

tuellenn

1732
Daveenn : GReg pg canelle (ou, canulle, ou fontaine. tuyau de cuivre qu'on met à un tonneau qui est en perce)

tuellennoù

1732
Daveenn : GReg pg canelle (ou, canulle, ou fontaine. tuyau de cuivre qu'on met à un tonneau qui est en perce)

tuellenn brenn

1732
Daveenn : GReg pg canelle (ou, canulle, ou fontaine. tuyau de cuivre qu'on met à un tonneau qui est en perce)

serrit mat an duellenn

1850
Daveenn : GON.II pg tuellen

tuellenn

1850
Daveenn : GON.II pg duellen, tuellen

tuellenn

1850
Daveenn : GON.II pg duellen, tuellen

tuellennoù

1850
Daveenn : GON.II pg tuellen

Ar varrikenn a yoa divoulc’h : lakaat un duellenn enni a yoa re hir : savet e voe en he sav, ha ker buan didalet.

1878
Daveenn : EKG.II p.71

Jarlig a oa ur martolod kozh, bihan a vent, krommet gant an oad, atav ur boned bechennek gantañ war e benn (moal a oa), ur c’haban mezher dreset war e gein ; ur c’hornig berr o krenañ etre e zent uzet gant an duellenn.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.944 (Mae 1924)

Chachadeg war an [t]uellennoù, hag ar moged butun a silas entre muzelloù ar fumerien. Sioul ar brezegerien. Pep hini a chache, a grañche. Divogediñ a rae ar c’herniel…

1925
Daveenn : BILZ2 p.138

Ne gaver ket a grugelloù bras savet ganto e koadeier ar Gabon, ar re vrasañ, dezho stumm kabelloù-touseg pe duellennoù fornigell gant un tok, ha ne zeuont ket kalz ouzhpenn daou droatad er-maez eus an douar.

1985
Daveenn : DGBD p40

Neuze e rank an ael kelaouiñ anezhe [ar stourmerien] deus ar pezh a c'hoarvez, met ivez ober war o zro o tegas dezhe ur banne dour pe un tamm da zebriñ pa c'heller, pe oc'h adlakaat mat e stammenn d'an hini en deus riv, m'az eo dalc'het e zaouarn e-barzh un armlock -tuelenn houarn- da skouer...

2015
Daveenn : DISENT p113

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial