Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Tu enep. An tu-gin eus ur vedalenn. DHS. pil (tu). HS. kil. 2. Trl. (db. an traoù) LAKAAT (UDB.) WAR AN TU-GIN : war an tu enep. Gwiskañ ur pezh-dilhad war an tu-gin. Lakaat e c'hodelloù war an tu-gin. Treiñ e loa war an tu-gin. 3. Trl. LAVARET (UDB.) WAR AN TU-GIN : en urzh enep. An oferenn drantell a veze lavaret war an tu-gin. 4. Trl. (db. obererezhioù an dud) MONT WAR AN TU-GIN : mont da fall. E aferioù a ya war an tu-gin. Aet eo ar bed war an tu-gin.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

tu-gin

1732
Daveenn : GReg Rakskrid

dre an tu-gin

1732
Daveenn : GReg pg (à) contre-poil, contre (le sens ordinaire)

Nemet da antronoz vintin, / E tro an treo[ù] war an tu-gin : / Chetu Fluteg krenn difunet, / O Yudal ‘vel un den daonet : / “Janed, Janedig, ma fried, / Ma sikouret, mar em c’haret !" /

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Ker gwazh ha m’emañ aet ar bed war an tu-gin gant ar brezel ma n’eo ket souezh e vije bet unan eus hor c’henvroiz harluet betek e bro-Ejipt, du-hont pell-pell, etre an Azi hag an Afrik.

1923
Daveenn : SKET p.5

mon an tu-gin

1931
Daveenn : VALL pg (être) bouleversé

tu-gin an douar

1931
Daveenn : VALL pg antipode

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial