Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Evn eus ar c'hoadoù eus ar c'herentiad Colombidae e anv spesad Streptopelia turtur, louet-glas e bluñv gant arlivioù roz, kar d'ar c'houlmed. & Turzhunell durk : ar spesad e anv Streptopelia decaocto. 2. Dre skeud. (db. an dud, ar merc'hed dh.) Muiañ-karet, karedig. En em gavet e oa an durzhunell war ar blasenn.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

turzhunell

1499
Daveenn : LVBCA p200 (turtre)

turzhunell

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tourterelle

turzhunell

1659
Daveenn : LDJM.1 pg turzunel

pa vez ur wech kollet he far gant durzhunell, ne gemer mui nikun

1732
Daveenn : GReg pg apparier

hirvoudiñ evel un durzhunell

1732
Daveenn : GReg pg gemir (Gémir comme une tourterelle.)

turzhunell

1850
Daveenn : GON.II pg turc'hunel, turzunel

turzhunelled

1850
Daveenn : GON.II pg turzunel

Turzhunelled en deus dineizhiet

1850
Daveenn : GON.II pg dineisia, dineiza

hirvoudiñ a ra evel un durzhunell

1850
Daveenn : GON.II pg hirvoudi

an durzhunell-se he deus kollet he far

1850
Daveenn : GON.II pg pâr

turzhunell

1850
Daveenn : GON.II pg turc'hunel, turzunel

Ur c'hleñved didruez hag a skign dre'r bed-holl Ar spont hag ar marv, pa deu d'en em ziroll, Kleñved aes da bakañ, taolet eus an neñvoù, Da skarzhañ pizh an douar eus e holl dorfejoù, Ar vosenn hec'h anv, a stlape en ifern Loened a-vagadoù kaset ganti d'ar bern. Ne zianalanet holl, holl avat e oant skoet, Hep debriñ nag evañ e choment evel mantret, Al leon koulz hag ar bleiz, e-kichenik an oan, Al louarn tost d'ar yar hep ober mik na mann. An durzhunell zoken, kollet he c'harantez, Ne ziskoueze d'he far nep laouenidigezh.

1867
Daveenn : MGK p24

Gwelout a raen ivez koadoù al Losked, Milin ar C'hoad ha Kistinig leun a a neizhioù pig, kegin, skoul, sparfell, moualc'h, turzhunell, koulm, bondrask ha gwiñver.

1929
Daveenn : SVBV p.15

Pa oan ur wech o klask kraoñ yell / 'Lec'h kraoñ 'kavis un durzhunell, / He stamm 'n he dorn 'oa aze'et / O vaesa ar saout hag an deñved.

1944
Daveenn : EURW.1 p45

Daoust ha piv 'oa an durzhunell-se, a c'houlennit ?

1944
Daveenn : EURW.1 p45

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial