1. DISPRED.
Graet en aner, a chom diefed.
&
Tr. adv.
Ez ven : en aner.
DHS. difrouezh.
2. DISPRED. (db. ar c'homzoù)
Skañv, diboell.
Lavaret em eus komzoù ven.
DHS. toulll.
3. ROUEZ (db. an dud)
Dinerzh.
Evel ma oan gwan ha ven.
HS. asik.
[«]Hogen bremañ me c'houlenn ouzhit : pe da dra [da betra] ec'h eus-te asamblet kement-mañ a bobl en ven evit azeuliñ ar sotoni a'n idoloù ?[»]
hoguen breman me goulen ouzit : pezadra ez eux te assemblet quement-man a pobl en vean: euit azuly an sotony an ydolou ?
1576
Daveenn :
Cath
p6
Deus da enoriñ un Doue, / Na doue ket an hanv anezhañ en ven. / Deus da viret an Suliaoù hag an goueliaoù. / Deus da enoriñ da dad ha da vamm. / Na vez ket muntrer. / Na vez ket pailhard, na vez ket laezr. / Na vez ket falstest. / Na dezir ket da hentez mui evidit da-hunan
Deux da enoriff vn Doue, / Na toue quet an hano anezaff en væn. / Deux da miret an sulyaou, hac an gouelyaou. / Deux da enoriff da tat ha da mam. / Na vez quet muntrer. / Na vez quet paillard, na vez quet laezr. / Na vez quet fals test. / Na desir da hentez muy euit dit da hunan.
1622
Daveenn :
Do.
p4
ven
vaen
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg vaen
Ador un Doue, / E ven e anv na doui.
Ador un Doué, / E væn e hano na toui.
1677
Daveenn :
Do.
p5
Un Doue hepken a adori hag a wir galon a giri ; / Hanv Doue e ven ne doui ket, / Nag ivez netra hevelep.
Vn Doué hep quen à adori, / hag à vir galon à guiri ; / Hano Doué e væn ne doui quet, / Nag yvez netra hevelep.