1. H.g.
Teknik a bled gant an enrollañ skeudennoù ha sonioù war gasedigoù, pladennoù, ha gant ar bannañ anezho gant harp ur pellweler.
&
Hollad an aveadurioù rekis evit an teknik-se.
2. Stn.
A denn d'an teknik-se.
Ur bladenn, ur c'hasedig, ur film, ur c'hamera video.
&
Ur c'hoari video : c'hoari a c'hoarvez eus skeudennoù krouet gant ur goulev hag a lakaer da vont en-dro gant harp un urzhiataer.
&
KOZH.
Ur stal video : stal ma prener, ma feurmer kasedigoù video.