Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. A-WECHOÙ Kure. 2. Vikel vras : beleg a skoazell an eskob da verañ e eskopti. [1954] Graet o devoa kement-se, emichañs, evit dougen bri d’ar Vikel Vras ha d’an Aotrou 'n Eskob, hag e gwirionez, deut’ oa ganto rak, kerkoulz hag em hini-me, bez’oa, din da welout, levenez e-leizh e kalon an den santel. 3. Vikel Jezuz-Krist : ar pab.

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

vikaer

1499
Daveenn : LVBCA p203 (vicaire)

M. Petra eo an Iliz katolik ? D. An asamble ha'r c'hoñgregasion a'n holl gristenien fidel. M. Piv eo ar penn ? D. Hor salver Jezuz Krist ha dindanañ ar Pab pehini eo e viker en douar.

1622
Daveenn : Do. p16

vikaer

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Vicaire

vikaerien

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Vicaire

M. Piv eo ar penn anezhi [an Iliz] ? D. Hon Aotrou Jezus-Krist, ha didanañ ar Pab, pehini zo e viker en douar.

1677
Daveenn : Do. p17

ovis, karg, ar bersonded, ar gureed, ar vikelien

1732
Daveenn : GReg pg (les fonctions) curiales

hon Salver a lavaras da Sant Pezr e vikael [sic] en douar, hag e memes amzer d'ar re a veze e vikaelien e-c'houde : paskañ va deñved, ro dezho ar boed spirituel hag ar c'helennadurezhioù neseser evit silvidigezh o eneoù

1732
Daveenn : GReg pg (nôtre Seigneur dît à Saint Pierre, & en sa personne, à ses Successeurs : pais mes) brebis

Jezuz-Krist a zo ar penn invizipl eus an Iliz ; hag e vikel ar Pab, a zo ar penn vizipl anezhi

1732
Daveenn : GReg pg (Jesus-Christ est le) Chef (invisible de l'Eglise ; le Pape en est le chef visible)

ul lod dereat eus an deog dlead da reiñ, pe, da baeañ da ur vikel perpetuel

1732
Daveenn : GReg pg congrue (portion congruë)

setu hor vikel

1850
Daveenn : GON.II.HV pg vikel (voilà notre vicaire).

vikel

1850
Daveenn : GON.II.HV pg vikel (vicaire, celui qui est établi sous un supérieur pour tenir sa place en certaines fonctions. il se dit plus particulièrment de celui qui fait des fonctions ecclésiastiques sous un curé).

Lavaret a reas d’ar bobl a yoa e toull-dor an eskopti : — It pep hini d’e gêr, va bugale vat, mont a ran da c’houlenn kuzul digant va vikeled-vras, ha digant tud vat all a zo amañ en eskopti.

1877
Daveenn : EKG.I. p.12

Ouc’hpenn-se, ober a reas c’hoazh un tamm skrid hag a lennas d’e vikeled-vras evit disklêriañ ne deuje biken da douiñ sentiñ ouc’h al lezennoù dizoue nevez-graet.

1877
Daveenn : EKG.I. p.9

Ar Vikel vras

1909
Daveenn : BROU p. 435 (Vicaire général : Ar Vikel vras. Cette forme "vraz" est anormale, vikel étant du masculin)

An aotrou Vallée a yeas da welout an eskob, a oa neuze an Aotrou Fallières, hag ar vikel vras, an aotrou de la Villerabel, ar re-mañ a asantas diouzhtu.

1944
Daveenn : EURW.1 p58

Graet o devoa kement-se, emichañs, evit dougen bri d’ar Vikel Vras ha d’an Aotrou 'n Eskob, hag e gwirionez, deut’ oa ganto rak, kerkoulz hag em hini-me, bez’oa, din da welout, levenez e-leizh e kalon an den santel.

1954
Daveenn : VAZA p.34

Kent eo kiriek ar gredenn drist / Diwar-benn beli Vikel Krist / Ma kav n'eo mui ma c'hredenn reizh / Hag e trubardan ar wir Feiz.

1960
Daveenn : PETO p31

Kerkent hag aet e karg, an eskob nevez / D'ar Pab a skrivo prim, gant kalz elevez, / Da reiñ ar c'heloù, met, gant difenn ha berz / Da c'houlenn nep galloud na gwir eus e berzh, / Daoust ma'z eo er bed ar Pab vikel Doue, / E Bro-C'hall, araozañ, 'tremen ar Roue.

1960
Daveenn : PETO p16

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial