Bro ar Vikinged gwechall a zo bepred hini ar voraerien taer, ha dre se, bez’ oa eoriet er porzh pe el lenn un engroez listri[-]kenwerzh a bep seurt ment, ken stank ar gwernioù anezho m’am bije kredet bezañ dirak ur c’hoad kollet gantañ e zelioù, panevet d’an drapelloù o fraoñval hag o tivilhal war bep stae ha delez.
Aze e oa roud ha levezon ar Vikinged, bet oc'h en em ledañ eus Potomagos, dre Katomagos hag Argantamagos, betek Poull-Kanapetos, gant o lourennoù spouronus, hag o runennoù dreinek
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
vi-koukoug