I.
H.g.
1. Viloni.
Beleien lous, hakr, ha leun a viltañs.
HS. fallagriezh, falloni, hudurnez.
2. Perzh an hini zo disneuz, zo vil da welet.
HS. vilded.
3. [1732] Lastez.
Lamet e vo ar viltañs diouto ur wech an amzer.
DHS. lousteri, loustoni.
HS. hudurnez, stronk (h.g.).
II.
G.
A. Tra lous.
An holl viltañsoù eus ar bed.
&
(impl. el ls.)
Komzoù pe soñjoù hudur.
DHS. lorgnez, lousteri, loustoni.
HS. hudurnez, stronkenn (b.).
B. Dre zismeg (db. an dud)
1. Den fallakr.
Dalit, viltañs !
2. PEMDEZ-TRE
Maouez douget da vont gant ar baotred.
DHS. kañfantenn, rederez (den), yourc'h.
HS. liboudenn, loudourenn, louskenn.
C. Droukspered, tasmant, lutun.
Krediñ a rafen eo ar viltañsoù zo deuet amañ da ebatal. « Petra eo ar viltañsoù ? - Boulomed vihan int, gant togoù».
&
(impl. da anv hollek)
Tasmantoù, lutuned.
Bagadoù viltañs a weler oc'h eonenniñ en dour.
DHS. asaouer, boudig, keler (g.), kornandon, korrigan, seblant, teuz (tasmant).
Daveenn :
GON.II
pg viltañs (Vilenie. Saleté. Malhonnêteté. Il se dit plus particulièrement du pus et autres saletés qui sortent des plaies [...] les malins esprits, les lutins, etc.)
viltañsoù
viltañsou
1850
Daveenn :
GON.II
pg viltañs (Vilenie. Saleté. Malhonnêteté. Il se dit plus particulièrement du pus et autres saletés qui sortent des plaies [...] les malins esprits, les lutins, etc. Pl.)
Aonik evel an dud a zo sammet o c’houstiañs a viltañsoù hag a dorfedoù, Loull ar Bouc’h a oa prennet mat an dorioù en-dro dezhañ, ha c’hoazh ne gouske nemet ul lagad digor.
Aounig evel an dud a zo sammet ho c’houstianz a viltansou hag a dorfejou, Loull ar Bouc’h a ioa prennet mad an doriou enn dro d’ezhan, ha c’hoaz ne gouske nemed eul lagad digor.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.118
Ar pezh a zo bet kaoz ma’z eus bet kement a drubuilh e kalz a barrezioù, eo ma kaved enno tud hag a yae a-du gant an dispac’herien, tud hag a felle dezho en em binvidikaat diwar-goust an nesañ ha diwar-goust an ilizoù, pe en em saotriñ e pep viltansoù [sic].
Ar pez a zo bet kaoz ma’z euz bet kement a drubuill e kals a barresiou, eo ma kavet ennho tud hag a iea a du gant an dispac’herien, tud hag a felle d’ezho en em binvidikaat divar goust an nesa ha divar goust an ilizou, pe en em zaotri e pep viltansou [sic].
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.237-238
viltañs
viltans
1909
Daveenn :
BROU
p. 217 (nain, génie), p. 435 (Lutin; au figuré femme de mauvaise vie. Ce mot est du vieux français)
Hag ar vran, ar voualc’h, ar gegin, ar pennduig hag holl laboused ar girzhier a hope war-lerc’h Job ha Lom : — « Viltañsoù ! viltañsou ! »
1944
Daveenn :
ATST
p.29
Penaos o doa gallet an daou viltañs kammañ bremaik sklerijenn al loar ? An dra-se a zo ur sekred ha n’eo bet gouezet morse gant den.
1944
Daveenn :
ATST
p.64
Ya ! Graet e vo ur viltañs anezhañ, ma anzav... ur pezh divergont siet-fall... kaset kuit, marteze, peogwir e vo bet treuzwisket poell e gofesadenn.