Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. YEZHON. Soniad taolet dre lakaat plegoù ar vouezh da fraoñval, hep ma rafe an aer trouz en ur dremen dre ar san analañ. Ur vogalenn hir, ur vogalenn verr : hir, berr ar pad anezhi. Ur vogalenn fri : taolet dre lakaat an aer da dremen dre ar fri hag ar genoù. Ur vogalenn c'henoù : taolet dre lakaat an aer da dremen dre ar genoù hepken. [1955] [...] ha d’an diwezh, seul vui ma ’z ae e gribenn war izelaat e plegas d’adstagañ da zeskiñ ar galleg hag e penn kentañ distagadur ar vogalennoù u, é, e hag all, ha dreist-holl ar sonennoù-fri on, an, in, un, n’eus ket anezho e Rusianeg. 2. Lizherenn a dalvez da aroueziñ ur soniad ar seurt-se. Vogalennoù eo al lizherennoù 'a' hag 'i'. DHS. kensonenn.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

hanter vogalenn

1499
Daveenn : LVBCA p203

vogalenn

1499
Daveenn : LVBCA p203

ar gensonennoù hag ar vogalennoù

1732
Daveenn : GReg pg (les) consonnes (& le voyelles)

vogalenn verr

1931
Daveenn : VALL pg (une) brève

klotenn dre vogalennoù

1931
Daveenn : VALL pg assonance

[E] diabarzh ar werzennoù e oa kensonennoù ha vogalennoù hag a glote an eil gant eben hep noazout tamm ebet ouzh ar menozioù.

1944
Daveenn : EURW.1 p.173

Gant mil ha mil boan, ha c’hoazh goude bezañ harpet gant va gwreg, e teuis a-benn da lakaat va Yuzev lorc’hus da grediñ ne rae ket ar Barisianed [Barizianed ] a-zoare gant trefoedach ar c’hwiblaerien, ha d’an diwezh, seul vui ma ’z ae e gribenn war izelaat e plegas d’adstagañ da zeskiñ ar galleg hag e penn kentañ distagadur ar vogalennoù u, é, e hag all, ha dreist-holl ar sonennoù-fri on, an, in, un, n’eus ket anezho e Rusianeg.

1955
Daveenn : VBRU p.63

Ofis publik ar brezhoneg