Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Gwiad a c'hoarvez eus div steuñvenn lakaet an eil war eben, unan o talvezout da ziaz hag eben o tegas ar flourded. Tud gwisket gant seiz ha voulouz. Ur bragoù voulouz. Ur seizenn voulouz. [1954] Ha peseurt danvez a zibabe hañv-goañv, a gred deoc'h ? mezher, voulouz, lien, « berliñj » ? & Trl. kv. Ken flour ha voulouz : flour-tre. Avaloù-pechez ken flour ha voulouz.

Skouerioù istorel : 
17
Kuzhat roll ar skouerioù

voulouz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg velours

karrozenn voulouz

1732
Daveenn : GReg pg carreau (coussin quarré de velours)

kuñv e-c'hiz ar voulouz

1732
Daveenn : GReg pg (très) doux (au toucher)

voulouz

1850
Daveenn : GON.II.HV pg voulous (velours, étoffe à poil court et serré).

An izili all a zoug un togig liv ar sae, gant un daledenn voulouz du, brodet warni an arouez krouer (seiz liv aour), ha div vleu[ñv]enn tro-heol (seiz liv arc'hant)

1909
Daveenn : REZI p. 6

War e benn e dok garlantezet, en e dreid boutoù boukloù arc’hant, gwisket gantañ e borpant voulouz ruz hag e vragoù seiz melanijet.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 46, p.1089 (Here 1924)

Abaoe an devezhioù-se, pep Sul, keit ha ma voe bet gant ar Gwennili, en d[ez]e plijadur o welet anezhi o tiskenn d’ar bourk evit mont d’an oferenn-bred, evurus p’he d[ez]e taolet ur sell etrezek ennañ, evurusoc’h c’hoazh pa wele anezhi daoulinet war skabell voulouz an aotrou kont Tremedern.

1925
Daveenn : BILZ2 p.179

Ar seiz ivez hag ar voulouz a sklaerijennfe he liv a c’hlazardenn, ha plegioù hir ha pounner ar mezher arc’hantet a voulfe, dindan he c’horfenn, he ment moan ha mibin.

1925
Daveenn : BILZ2 p.152

Koant a-walc'h e oa he dremm, divjod yac'h ha ruz, daoulagad glas, ur c'hoef Kernevadez a c'holoe he blev kistin, hogen he c'horfenn a oa uzet ar voulouz warni, he brozh a oa unan fall hag he zreid noazh ne oant ket gwall naet en he botoù-prenn leun a deil.

1944
Daveenn : EURW.1 p46

(…) : ha hi a strakal en he daouarn, ha raktal a-ziadreñv ur rideoz voulouz, en em ziskouezas ur plac’h, hag unan all war he seulioù, hag un deirvet, ha kalz a re all c’hoazh, reoù vras ha reoù vihan, reoù dreut ha reoù lart, reoù goant ha reoù vil.

1944
Daveenn : EURW.1 p.90

Da welet 'm eus oc'h ispilhañ ouzh da vantilh / Jenoflennoù voulouz, / Gant ur spilhenn he fenn ruz-gwad, / Hag, em eurioù anhun, / Giz tantadoù en noz, / M' o gwelas o leskiñ ez plev.

1949
Daveenn : SIZH p.55

Ar paotr a save d'e fronelloù frond pounner al lili hag an elestr voulouz a wiske al leurenn en he fezh, gant o fetis a ballenn liesliv.

1949
Daveenn : SIZH p.44

Harp ouzh spled-houarn ur chapel-gostez, - tronañ a rae enni Itron[-]Varia ar Rozera, fichet kran en he sae hir voulouz mouk-, edo daoulinet ur vaouez du-wisket, o pediñ, stouet e fenn ganti.

1949
Daveenn : SIZH p.37

Ha peseurt danvez a zibabe hañv-goañv, a gred deoc'h ? mezher, voulouz, lien, « berliñj » ? nann, ma karan, netra nemet an danvez skañv-skañv a bep seurt liv ma vez graet gantañ stignoù gwele.

1954
Daveenn : VAZA p.20

Bez' e oa ivez en e di ur groaz, hag ur pikol hini gant un Aotrou Doue tachet warni evel m'eo dleet, met hennezh 'vat ne c'houzañve ket gant ar riv, rak gwisket e oa dezhañ ur gorfenn stamm hag un tamm bragoù voulouz.

1954
Daveenn : VAZA p.22

Degaset en devoa din ur porpant voulouz nevez-flamm gant boutonoù alaouret [.]

1954
Daveenn : VAZA p.29

Gwechall, pa oan war va studi er skolaj, d’an naontek a viz Mae e tirede holl barrezioù ar c’horn-bro, ha ne gomzan ket eus un dornad saverien-o-fri e sell d’arvestiñ ouzh ar prosesion war lein ur c’hleuz en ur vandrouilhat gwestell hag avaloù-oranjez, met eus ar parrezioù a-bezh o kanañ ken ma findaone war lerc’h person ha kure, hag er penn-araok ar chasgeu, ar c’hroazioù lugernus gant kleier munut e-pign outo, un drapell a bep seurt liv o fraoñval a-us da bep bugel, hag evel-just ur bern bannieloù : darn, ar re skañv a-walc’h, douget gant plac’hed yaouank, ur gatiolenn war o fenn hag en gwenn-erc’h penn-da-benn, ha d’o heul un druilhad krennardezed, gwisket ganto dilhad o fask kentañ ; bannieloù all, seiz pe voulouz, gant gwragez Breuriezh ar Rozera, un toullad mat anezho hag ivez en gwenn, ha d’an diwezh ar bannieloù bras, kaeroc’h an eil eget egile, ha pounner, va Doue, pe bounneroc’h.

1954
Daveenn : VAZA p.52

Notennoù studi

Bet skrivet voulo, a rankje bezañ bet skriver voulous gant an Tad-Maner.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial