Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Alkool a orin skosat fardet diwar c'hreun (segal, heiz, kerc'h, maiz).

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

- "Ha dirwestour oc'h c'hwi ?" Dirwestour e kembraeg a zo da envel ar re o deus graet le da chom hep evañ hini-kreñv. E saozneg, e reer te[e]totalers anezho, dre c'hoap. - "N'on ket", emezon-me. - "Neuze", eme Davies, "e c'hallomp mont a-raok gant Marc'harid Goug-hir". Hag eñ o tennañ diouzh dindan an daol ur voutailhad Skotch Whisky a rejomp holl enor dezhi.

1944
Daveenn : EURW.1 p.126-127

Un hent, savadurioù ar mererezh : ti ar gouarnamant, ar post, ti an orjalennoù dindanvorek, al lez-varn, ar maltouterezh, ar marc'had ; un iliz ; ha tiez-koñvers gant o lizherennoù kevrinus evit an neb a zo o paouez douarañ : C.E.C.A., S.E.A., S.H.O., C.F.A.O., hag all ; daou di bank ; un ostaleri ma red enni hep damant bep abardaez ar champagn, ar pernod hag ar whisky ; geoteier bras o c'holo kompezennoù traezh koulz lavaret hep an disterañ bruzhunenn[sic] douar bev.

1985
Daveenn : DGBD p27

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial