yar
yar
yer
an diglud eus ar yer
yar
plac'hed ar yer
plac'h ar yer
yer
Ur c'hleñved didruez hag a skign dre'r bed-holl Ar spont hag ar marv, pa deu d'en em ziroll, Kleñved aes da bakañ, taolet eus an neñvoù, Da skarzhañ pizh an douar eus e holl dorfejoù, Ar vosenn hec'h anv, a stlape en ifern Loened a-vagadoù kaset ganti d'ar bern. Ne zianalanet holl, holl avat e oant skoet, Hep debriñ nav evañ e choment evel mantret, Al leon koulz hag ar bleiz, e-kichenik an oan, Al louarn tost d'ar yar hep ober mik na mann. An durzhunell zoken, kollet he c'harantez, Ne ziskoueze d'he far nep laouenidigezh.
En tu all da Blounerin, ur c’hilhog, un toullad yer ha polezi d’e heul, sonn e benn, ruz e gribenn, pluñv e lost gwer-[g]las, lugernus, o vrañsigellat war e gein, a heñche e verc’hed etrezek ur bern teil.« — Rog ! rog ! ko ! ko !… deuit, va dousigoù koant, deuit ! « Hag e skrabe. « — Rog ! rog !
ober askellig d'ar yar
Ar yer, ar c’hilhog hag ar bolezig vihan a zihunas trumm hag a nijas spontet, betek toenn ar c’hraou ; ar pluñv a nijas kemend-all.
Ar yer a oa moredet war o c’hlud, souchet o fenn dindan o eskell.
Ar yer a gokorikoe ar pezh ma c’hellent, ar pemoc’h a wic’he muioc’h c’hoazh, aon gantañ gwelout e lost o vont gant an diaoul.
Pa gave en e voued un tamm bara re galet, e tegase anezhañ en-dro da Garreg-al-Louarn, rak ma oa re galet evit e c’henou dizant, e veze blot ha saourus evit beg lemm ar yar gozh.
« Deomp d’ar c’hraou ! Lom, d’ar c’hraou ! da sachañ hardi war lost ar pemoc’h ha da drubuilhañ ar yer war o c’hlud. »
E sujidi nemeto a oa ar mul Alejandro ha daou gi-bleiz o mouezhioù braouac'hus. N'o doa da amezeien nemet ar brini, tev e-giz yer, ha guped an oabl, hag ivez poblad safronus gwenan an dousenn koloennoù bennak, a lakae buhez er c'hloastr, e lec'h ar venec'h aet davet Doue.
Ar pezh a oa ar plijusañ evidomp-ni a oa, goude bezañ bet re voazet ouzh kig gwevn ha kalet yer an diabarzh, kaout amañ pesked fresk da bep pred.
"Gwerzhet ar vi, hag eñ e revr ar yar," emezi din, hep tagnouzal, met war don unan ha ne gred ket e c'hellfe c'hoarvezout tra vat ebet.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
yarad