Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v. I. V.g. 1. (db. an traoù) Dont da vezañ yen. Emañ ho soubenn o yenañ. 2. Dont da gaout riv. Chom a reas da yenañ gant an dilhad gleb-se. 3. GOUNEZEREZH Lezel douar dilabour. Ne zalc'hin ket un dachenn zoken da yenañ. DHS. kozhañ, paouez. 4. Dre skeud. (db. an dud) Dont da vezañ digaz, paouez a garet. Pa yen an den ouzh e di e yen ouzh e vro. Yenet eo an hini vihan ouzh he mamm. II. V. dic'hour. (db. an amzer) Dont da vezañ yen. Yenañ a ray henozh ma chom dizolo an oabl. III. V.k.e. (db. an traoù) Lakaat da vezañ yen, mirout a zont re domm. Ar red-dour da yenañ ar c'heflusker. HS. distanañ. ES. tommañ. IV. V. em. EN EM YENAÑ OUZH UB, : paouez a gaout darempredoù mat gantañ. N'en em yeno ket ouzh e wreg evit ken nebeut a dra.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

yenañ

1699
Daveenn : Har. pg yenañ

yenet

1732
Daveenn : GReg pg froidir (Froidir, causer du froid, pp.)

yeniñ

1732
Daveenn : GReg pg froidir (perdre sa chaleur, Van.), froidir (Froidir, causer du froid, Van.)

yenet

1732
Daveenn : GReg pg froidir (perdre sa chaleur, Van., pp.)

yenañ

1732
Daveenn : GReg pg froidir (Froidir, causer du froid.)

yenañ

1850
Daveenn : GON.II pg iéna, iénaat, riva

yenaet

1850
Daveenn : GON.II pg iéna

ur banne dour a yenao ho laezh

1850
Daveenn : GON.II pg iéna

« Da dommañ va dorn e c'hwezhan, / Ha da yenañ va boed goude. »

1867
Daveenn : MGK p38

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial