Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. [1499, 1732, 1985] Yenijenn. [1985] Moarvat ne blije ket kaer d'an dud kuitaat ur vro domm evit en em gavout en Europa e-kreiz ar yenien. Petra a rit-hu amañ ken mintin er yenien ? Un taolad yenien. II. Dre skeud. 1. [1732] Yenijenn (II. 2.). Ur yenien vras. 2. Trl. Degemer ub. gant yenien : gant nebeut a galon.

Skouerioù istorel : 
28
Kuzhat roll ar skouerioù

yenien

1499
Daveenn : LVBCA p204 (froidure)

yenien

1732
Daveenn : GReg pg froid (Froid, froidure.), froideur (qualité de ce qui est froid)

yenien vras

1732
Daveenn : GReg pg alienation

yenien a zo etrezo

1732
Daveenn : GReg pg brouiller (ils sont broüillez)

yenien

1732
Daveenn : GReg pg froid (Froid, froidure.), froideur (qualité de ce qui est froid), froideur (Froideur, indifference, défaut d'ardeur.), froidure (le froid), haine (Haine, froid entre les personnes.)

Yenien a zo.

1732
Daveenn : GReg pg froid (Il fait froid.)

a-dog ar brasañ yenien

1732
Daveenn : GReg pg froid (Pendant la rigueur du froid.)

Ar yenien eus an marbr, eus an dour, &c.

1732
Daveenn : GReg pg froideur (La froidure du marbre, de l'eau, &c.)

an yenien eus an goañv.

1732
Daveenn : GReg pg froideur (La froideur de l'hyver.)

ar yenien eus ar goañv

1732
Daveenn : GReg pg froideur (La froideur de l'hyver.)

kaout yenien ouc'h ur re

1732
Daveenn : GReg pg haïr (Haïr, avoir du froid pour quelqu'un.)

bet yenien ouc'h ur re

1732
Daveenn : GReg pg haïr (Haïr, avoir du froid pour quelqu'un, pp.)

yenien

1850
Daveenn : GON.II p.21, livre premier, "froidure"

yenien

1850
Daveenn : GON.II pg iéndér, iénien, riou

e-pad ar brasañ yenien

1850
Daveenn : GON.II pg iénien

ha lakaet hoc'h eus evezh ouzh e iénien ?

1850
Daveenn : GON.II pg iénien

Ar c'herc'h ne oant re stank : petra ra ? Warnezho, / Strinkañ a-zehoù, a-gleiz yenien, skorn du ha rev.

1867
Daveenn : MGK p90

Eno, en ur park, e oa ur paour-kaezh kozh o keuneuta a-hed ar c’hleuz. Dastumet en doa dija ur gazeliad bodoù lann, hag e lavare outañ e-unan : — Bremaik, en ur virviñ va banne soubenn ar brignen me a c’hello tommañ va izili morzet gant ar yenien hag ar gozhni.

1877
Daveenn : EKG.I. p.191

Pegeit e chomis semplet ? N’on ket evit her lavaret deoc’h. Me 'gred n’oan ket bet gwall bell, rak an avel-dro hag ar yenien a yoa e foñs ar puñs a dlee, e berramzer, divoudinellañ va fenn ha digas din va skiant-vat.

1878
Daveenn : EKG.II p.53

Azezañ a rejomp dirak, an Aotrou Krenn ha me, evit tommañ hon izili a yoa hanterskornet gant yenien ar puñs.

1878
Daveenn : EKG.II p.57

Chom a ris mantret. Ne ouzon ket pe glaz va morzhed pe yenien an noz a yoa kaoz, en em lakaat a ris da grenañ evel ur bern delioù.

1878
Daveenn : EKG.II p.44

Un den, Rousseau e hanv, bet martolod, a zo bet kavet e gorf marv war an hent, entre Plouezeg hag an Traezh, en parrouz Keriti. Skoet e oa bet, war ar greder, gant un taol-gwad deut de[zh]añ gant ar yenien. Oajet e oa a seizh vla ha hanter-kant. Doue da vo gant e ine.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

E Vindobitus o lakeas ha war harzoù Nemobitus evit mirout ouzh ar yenien da zont war an douar da lazhañ warnañ pep buhez.

1923
Daveenn : SKET p.29

Yenien hag erc’h, da heul ar goañvoù, n’oa ken anezho nemet kement hag a vije ret da wellaat ar parkoù ha da zigas an trevadoù da vat.

1923
Daveenn : SKET p.66

E-keñver da Aedobitus edo Nemobitus (6), an islonk distrad, divent, diharzoù, ma rene ennañ bepred an noz hag ar yenien, e lec’h n’oa tra a gement en dije buhez, domani ar Goullo, an Netra hag ar Marv.

1923
Daveenn : SKET p.27

"kaleted (ouzh ar yenien)" gg.

1924
Daveenn : SKET.II p.119 « Geriadurig », "Endurance, résistance (au froid)"

Moarvat ne blije ket kaer d'an dud kuitaat ur vro domm evit en em gavout en Europa e-kreiz ar yenien.

1985
Daveenn : DGBD p199

Piñsat a eure traoñ an divesker neuze hag o kas e zaou zorn uheloc'h en hon lakae da intent e sklase ar c'horf hag e reude. Hag en ur stekiñ outañ adarre e lavaras deomp penaos, pa dizhje ar yenion ar galon, ez aje Sokrates alese.

2015
Daveenn : EHPEA p156

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial