1. H.g.
Youc'h.
Nag a you hag a gasoni eno. Ne glever nemet kri ha you. N'hoc'h eus ket klevet ar you hag ar strakadeg daouarn ?
&
(impl. da anv unan)
Klevet a reas ur you hag un hemolc'h spontus.
2. Estl.
Termen a youc'her da ezteuler levenez.
You ! you ! emaint o tont amañ.
&
Termen a implijer da ezteuler levenez e-keñver gloar ub. pe e-keñver un trec'h.
You ! you ! Bevet ar roue nobl ! You dezhañ.
Mar selaoufed an dud, 'vel diaouloù an ifern, Ganto un trouz spontus, you, kurun ha tregern, Ve lavaret 'z afe ar bed ganto d'ar bern, Ha padal emaint war e gern, heñvel ouzh ur c'hrubuilh merien O c'hweziñ, o termat evit loc'h eur blouzenn.
Mar selaoufet ann dud, 'vel diaoulou ann ifern, Gant-ho eunn trouz spountuz, iou, kurun ha tregern, Ve lavaret 'z afe ar bed gant-ho d'ar bern, Ha pa dal em int war he gern, hevel oc'h eur c'hrubuill merien O c'houezi, o termat evit loc'h eur blousen.