Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1499, 1659, 1732, 1850, 1904, 1927, 1931, 2013] Leandi renet gant un abad pe un abadez. [1659, 1732] Abatioù. [1732] Abati leanezed. [1732] Abati Velrepoz. [2013] Chantele iliz abati Sant-Denez. [2013] Menegiñ a ranker abati Boporzh. DHS. kouent. & Trl. (db. an traoù) E-kreiz an abati : en ul lec'h na zere ket hag a zirenk.

Skouerioù istorel : 
20
Kuzhat roll ar skouerioù

abati

1499
Daveenn : LVBCA p15 (abbaye)

abati

1659
Daveenn : LDJM.1 pg abati

abatioù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg abbaie

abati

1659
Daveenn : LDJM.1 pg abbaie

abati leanezed

1732
Daveenn : GReg pg abbatial

abatioù

1732
Daveenn : GReg pg abbatial

abati

1732
Daveenn : GReg pg abbatial

Ar c'houvenchoù a zo evit ar Relijiuzed, ar mousterioù hag an abatioù evit ar venec'h.

1732
Daveenn : GReg pg (les) couvents (sont les maisons des Religieux, les Monastères & les Abbayes celles des Moines)

an Eskoptioù, hag an Abatioù a roer er c'hoñsistor

1732
Daveenn : GReg pg (les Evéchez & les Abbaïes sont Benefices consistoriaux; qu'il faut proposer au consistoire)

Abati Velrepoz

1732
Daveenn : GReg pg Bon-repos (abbaïe de l'ordre de Cîteau, en Cornoüaille) 103b

abati

1850
Daveenn : GON.II pg abatti (Abbaye. Monastère).

abatioù

1850
Daveenn : GON.II pg abatti (Abbaye. Monastère. Pl.)

E-kreiz ar c’hoad-se, ouc’hpenn daou-c’hant vloaz a yoa, an Aotrou Olier Lambal, kont Pentevr, en doa savet ul leandi, un abati pe ur gouent, mar kavit gwell, hag en doa lakaet eno menec’h da bediñ Doue evit silvidigezh e ene.

1877
Daveenn : EKG.I. p.33-34

abati

1904
Daveenn : DBFV pg abati (abbaye)

abatioù

1927
Daveenn : GERI.Ern pg abad (abbaye, couvent)

abati

1927
Daveenn : GERI.Ern pg abad (abbaye, couvent)

abati

1931
Daveenn : VALL pg abbaye (de filles)

abati

1931
Daveenn : VALL pg abbaye (édifice)

An arz gotek 'zo ur grouadenn a Vro-C'hall, ijinet e-tro ar bloavezhioù 1140 e chantele iliz abati Sant-Denez, harp e Pariz, diwar elfennoù amprestet amañ hag ahont, e meur a vro, eus ar bed saoz-ha-norman betek ar broioù arab.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p8 (YF Dupuy)

Menegiñ a ranker abati Boporzh, nevioù ilizoù-meur Dol ha Kastell ma vleugn ar goteg war an ton bras.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 9

Notennoù studi

Termen gourel gant Roparz Hemon, Ernault (GEBI), ar Gonideg ha Vallée. Termen lakaet benel gant Geriadur an Here ha gant geriadur brezhoneg Gwened Ernault (DBFV). Ar skouer "abati Velrepoz", gant ar c'hemmadur, roet gant Gregor a Rostrenenn a ziskouez mat e c'hall bezañ benel a-wechoù, marteze diwar levezon ar galleg pe al latin.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial