Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1927] Roud-avel lec'hiet keit-ha-keit diouzh ar reter ha diouzh an norzh. Er biz d'an Oriant emañ Pondivi. 2. [1499, 1732, 1877, 1927, 1985] Avel o tont eus ar biz. [1877] [...] war-zu an avel viz [...]. [1985] Avel viz. 3. [1732] Biz-uhel, biz-norzh, norzh-kard-biz : roudoù-avel lec'hiet etre ar biz hag an norzh. & Biz-izel, biz-reter : roudoù-avel lec'hiet etre ar biz hag ar reter-uhel.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

biz

1499
Daveenn : LVBCA p37 (bise)

biz-nord

1732
Daveenn : GReg pg boussole (nor-nordest)

biz

1732
Daveenn : GReg pg bise (vent du nord), boussole (nor-nordest)

biz-reter

1732
Daveenn : GReg pg boussole (est-nordest)

biz

1850
Daveenn : GON.II pg bîz (Nord-est, le vent qui souffle entre le nord et l'est).

Peder lev diouc’h kêrig vihan Lambal ez eus, war-zu an avel viz, ur c’hoad bras, hag en deus d’an nebeutañ daouzek mil dervezh-arat.

1877
Daveenn : EKG.I. p.33

300-250. Pobloù keltiat eus an tu-hont d’ar Roen, Belged (Belgae) pe C’hermaned, o tiazezañ e biz hanternoz Galia.

1923
Daveenn : SKET p.150 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

biz

1927
Daveenn : GERI.Ern pg biz

Kavet en deus ur gribenn o kas eus ar Biz d'ar Mervent hag a zisrann "kondon ar C'hongo" eus "kondon Gwinea". Gwall durumellek eo an torosennadur er c'hondonioù-se, evel e hini ar Brazil, koulz ha war ar c'hribennoù.

1943
Daveenn : TNKN p13

Emañ an avel viz, avel peurbadus trovan ar C'hrank, ouzh hor buntañ dirazañ ; ha ne adkaver mui en tu-hont da gCasablanca ar mor glas-teñval a oa dirak genoù ar Mor Kreiz, glas ha brizh eo avat evel en hor bro.

1985
Daveenn : DGBD p15

Ur wech aet e-biou d'ar C'hap Palmas en em gaver war 'Aod an Olifant' ; hag adalek eno e kroger da verdeiñ penn er Reter ha zoken, e pennadoù a zo e troer un tamm etrezek ar Biz ; hag en doare-se, e-pad meur a zevezh ne vo ket tostaet muioc'h ouzh gouriz ar bed.

1985
Daveenn : DGBD p18

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial