1. [1732, 1931] Perzh ar pezh zo puilh.
Strinkañ a reas gwad an tarv gant kement a builhentez ma ruzias an douar. Bout zo puilhentez a frouezh er bloaz-mañ.
HS. puilhder.
ES. berrentez.
2. Dre ast. (db. an douar, ar parkeier h.a.)
Strujusted.
Setu ar pezh a ro puilhentez d'an douaroù dispar-se. He douar a ro ed gant puilhentez. Parkeier hag a daol gant puilhentez.
Bepred, en holl varevezh-se, a vez graet anezhañ gant an henzanevellourien Marevezh an nav rummad gwenvidik a Ouenn Vanos, ne voe na kleñved na merventi war al loened ; ar buoc’hed, an deñved hag ar givri a roas dizehan ur builhentez a laezh.
Bepred, en holl varevez-se, a vez graet anezan gant an hen-zanevellourien Marevez an nao rummad gwenvidik a Ouenn Vanos, ne voe na klenved na merventi war al loened ; ar buoc’hed, an denved hag ar givri a rôas dizehan eur builhentez a laez.
1923
Daveenn :
SKET
p.66
puilhentez
1931
Daveenn :
VALL
pg abondance
Gouhin he chupennig wenn, stardet en dargreiz vistr, a lakae splannoc'h puilhentez ar brennid balc'h, ur bonnner a rozenn liv ar gwad bev o flamminañ warnañ.