Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. [1923] [2013] Reiñ en-dro. [2013] Adroet eo bet o lufr a-ziagent eta ken d'ar gwerinier-liv eus ar XVvet kantved er prenestrier uhelañ, ken da grouadennoù an XIXvet kantved evel livadurioù Yan d'Argent. Adreiñ ar vuhez. Adreiñ a reas ar rouantelezh dezhañ.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

Ret-mat eo neuze, evit harz an douar da baouraat, adreiñ de[zh]añ, gant an tremp, an danve[z] fosforet a ya dioutañ gant an trevadoù.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Neuze, o tennañ a-dre an divrec’h anezhi ar mabig a luskelle, e c’horreas anezhañ keit hag he dremm, e pokas dezhañ ha, goude, ouzh e adreiñ d’e vamm, e lavaras : « Gra mat war e dro, rak enor hor Gouenn e vo un deiz da zont hag ar gwellañ harp anezhi. »

1923
Daveenn : SKET p.105

adreiñ

1923
Daveenn : SKET p.154, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "rendre".

[H]ag an hini kreñv er c'hafe, hini kreñv adarre, « da riñsañ ar werenn », ha goude holl, pa oa 'n em dennet ar merc'hed da bourmen d'al liorzh, pe aet d'ar gousperoù, boutailhadoù sistr stouvet war an daol, ur jeu c'hartoù pe zaou, ha lonkañ betek koan, hep sevel nemet evit mont da adreiñ d'an douar ar pezh a vad a oa bet digantañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p27

Adroet eo bet o lufr a-ziagent eta ken d'ar gwerinier-liv eus ar XVvet kantved er prenestrier uhelañ, ken da grouadennoù an XIXvet kantved evel livadurioù Yan d'Argent

2013
Daveenn : LLMM niv. 399, p. 21

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial