Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an dud) [2015] Nec'het, diaezet e spered hag e gorf, dezhañ poan-spered. Gwasket e oa ma c'halon hag ankeniet ma spered. [2015] Un neuz ankeniet. & Selloù ankeniet, ur galon ankeniet : leun a anken. Teuler e selloù ankeniet war ub. 2. (db. al loened) Nec'het, strafuilhet (gant ub., udb.). Ma c'hi, ankeniet holl, a selle ouzhin.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

pa voe muiañ ankeniet

1732
Daveenn : GReg pg fort-e (Au fort de la douleur qu'il ressentoit.)

ankeniet

1732
Daveenn : GReg pg affliger

ankeniet

1732
Daveenn : GReg pg chagriner

ankeniet

1732
Daveenn : GReg pg (causer de la) douleur

Abaoe neuze eo ankeniet-meurbet.

1850
Daveenn : GON.II pg añkénia (Depuis ce temps-là, il est très affligé).

Nec’het e oamp hon-unan o welet hor mestr glac’haret hag ankeniet.

1878
Daveenn : EKG.II p.100

Lavaret ho pije penaos ar paotr a c’houzañve tristidigezh e vamm, eñ diagent ken seder, atav o sutellat, o kanañ, bremañ gant Mad[a]len ha Yannig, pluchet en ur c’hogn bennak, sioul, sioul, evel aon dezhañ pa wele e vamm ankeniet, an dour war he daoulagad.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)

N’oa ket hep abeg ankeniet Izabel : tri vugel he devoa, unan all ac’h a da c’henel, brazez ac'hub (1) e oa ; ha Katellig un nozvezh a deuas er bed.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924), ("ha Katellig eun nozvez a deuas er bed" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

Aotrou person, graet e vo hervez e youl, eme Bilzig, e galon ankeniet, an dour en e zaoulagad. Bennozh Doue dezhañ, aotrou person ! Bennozh Doue dezhañ !…

1925
Daveenn : BILZ2 p.175

Ankeniet e oa he c’halon.

1944
Daveenn : ATST p.50

« O ! n’on ket aonik, Job, ha biskoazh ne gemerin spont ouzh ul loen, konikl, louarn pe hoc’h-gouez, zoken. Mes ankeniet on abaoe ar beure-mañ, ha n’ouzon ket perak. An noz, Job, n’eo ket bet evel kustum… »

1944
Daveenn : ATST p.129

"Forzh penaos, ne vin ket kaset d'un tu bennak en Europa," a lavar din splann gant an hevelep neuz ankeniet.

2015
Daveenn : EHPEA p64

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial