Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
175
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.k.e. 1. Louzaouiñ (udb.) gant balzam. Balzamañ ur gouli. 2. Leuniañ ur c'horf marv bet kempennet gant balzam ha danvezioù all a-benn e virout. En Egipt, en Henamzer, e valzamed korfoù marv an uhelidi.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

balzami

1732
Daveenn : GReg pg embaumer

balzamet

1732
Daveenn : GReg pg embaumer

korf marv balzamet, baomet, ognamantet gant baoma

1732
Daveenn : GReg pg (corps) embaumé

Pallennet e vez leurenn an douar, kerkoulz ha pep bodenn, a vleunioù gwenn, a vleunioù ruz, a vleunioù melen-aour, ma vez balzamet an aer gant ar c’hwezh-vat diouto, ouzh en em veskañ gant ar frond o sevel a-ziwar rusk ha deil ar gwez pin, derv, bezv ha tilh.

1923
Daveenn : SKET p.48

Balzamet gant preder, ra chomo gant ar re vev, ra vlenio kuzuliadeg ar rouanez, ra glevo kelenn digantañ ar roue-meur e kement enkadenn a c’hallfe dont warnoc’h !

1923
Daveenn : SKET p.123

Penn Turos ha pennoù ar renerien all a voe graet gant Nemetos o balzamiñ hag o ispilhañ dre nac’hennoù hir o blev du e kentañ neved ar vroad, e Mediolanon.

1923
Daveenn : SKET p.127

balzamiñ

1923
Daveenn : SKET p.157, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Embaumer".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial