An Aotrou Poullaoueg a savas e bourzh ar Maris-Stella. Kerkent e klevj[od] ar poleoù o c’hrigoñsal, o wigourat, hag, en un taol, al lestr, goloet a lian, a soublas gant nerzh an avel, hag a droas penn war-eeun da Vro-Saoz, en u[l] lezel, er mor, un aridennad eonenn war e lerc’h.
An Aoutrou Poullaouec a zavaz e bourz ar Maris-Stella. Kerkent e klefcheur ar poleou o c’hrigonsal, o vigourrat, hag, enn eun taol, al lestr, goloet a liann, a zoublaz gand nerz an avel, hag a droaz penn var eeun da Vro-Zaoz, en eur lezel, er mor, eun aridennad eonenn var he lerc’h.