I.
H.g.
A.
1. Meskad holl livioù ar ganevedenn ; al liv gwenn.
Gwenn an erc'h. Ne weler nemet ar gwenn eus e zaoulagad. Tennañ war (ar) gwenn : bezañ arwenn.
2. Danvezenn, liñvenn wenn a dalvez da livañ.
&
Gwenn-raz : dourenn diwar raz distan a reer ganti evit gwennañ ar mogerioù.
&
DISPRED.
Gwenn Pariz : poultrenn a rae an dud ganti da wennañ o dremm.
3. E GWENN : gant liv, gant dilhad gwenn.
Bezañ gwisket e gwenn. Livañ ur voger e gwenn.
&
Trl.
Distreiñ, dont, mont e gwenn d'ar gêr : distreiñ d'ar gêr hep bezañ tapet kaout ar pezh a glasked kaout.
Dont a rankjont e gwenn d'ar gêr.
B. (db. ar metaloù)
Tommañ - houarn, h.a. - d'ar gwenn : betek ma teufe da vezañ gwenn, betek an teuz evit e labourat.
C. (db. ar c'hig moc'h)
Lard gwenn : hep bevin.
II.
G.
A.
1. Lodenn wenn al lagad zo en-dro d'ar ganevedenn.
Aet eo an dour betek gwennoù e zaoulagad.
2. (db. vioù an evned)
Gwenn-vi.
Ar gwenn hag ar melen.
&
Trl. skeud.
En em ober evel gwenn ha melen : en em glevet mat-tre.
B. (db. an tennañ gant un arm bnk.)
[1732] Pal.
An tennañ d'ar gwenn. Tennañ er gwenn. Un hoc'h-gouez zo ur gwenn aes da dizhout.
[1877] Kizañ a rankjomp, rak, ma vijemp chomet el lec’h ma edomp, ar Prad n’en doa nemet tennañ warnomp evel tennañ d’ar gwenn, pa’z eo guir n’oamp evit ober droug ebet dezhañ.
C. (da vare an Dispac'h Gall)
Dalc'hiad ar roue.
C'hwec'h mil gwenn.
DHS. chouant.
Daveenn :
GReg
pg (donner dans le) but (tirer dans le but)
tennañ er gwenn
tenna èr güeñ
1732
Daveenn :
GReg
pg (donner dans le) but (tirer dans le but)
a denn war ar gwenn
a deñ var ar güen
1732
Daveenn :
GReg
pg blanchatre (qui tire sur le blanc)
skeiñ e-barzh, skeiñ er gwenn
sqei e-barz, sqei èr guënn
1732
Daveenn :
GReg
pg (donner) dedans (donner dans le blanc
tennañ d'ar gwenn
ténna da'r güeñ
1732
Daveenn :
GReg
pg (tirer au) blanc
tennet d'ar gwenn
ténnet da'r güeñ
1732
Daveenn :
GReg
pg (tirer au) blanc
skeiñ er gwenn
sqei èr güeñ
1732
Daveenn :
GReg
pg (donner dans le) blanc
skoet er gwenn
sqoet èr güeñ
1732
Daveenn :
GReg
pg (donner dans le) blanc
gwenn al lagad
güeñ al lagad
1732
Daveenn :
GReg
pg (le) blanc (de l'œil)
gwenn
güeñ
1732
Daveenn :
GReg
pg blanc (marque à un but pour y tirer)
gwenn
1850
Daveenn :
GON.II
pg gwenn (Blanc, la couleur blanche. But où l'on tire).
N'eo ket brav ar gwenn e-kreiz an erc'h.
Né két braô ar gwenn é kreiz ann erc'h.
1850
Daveenn :
GON.II
pg gwenn (Le blanc n'est pas beau au milieu de la neige).
Warc'hoazh e tenner d'ar gwenn.
War-c'hoaz é tenneur d'ar gwenn.
1850
Daveenn :
GON.II
pg gwenn (Demain on tire au blanc).
warc'hoazh e tener d'ar gwenn
war-c'hoaz é tenneur d'ar gwenn
1850
Daveenn :
GON.II
pg tenna
Kizañ a rankjomp, rak, ma vijemp chomet el lec’h ma edomp, ar Prad n’en doa nemet tennañ warnomp evel tennañ d’ar gwenn, pa’z eo guir n’oamp evit ober droug ebet dezhañ.
Kiza a rankchomp, rak, ma vichemp chommet el leac’h ma edomp, ar Prat n’en doa nemet tenna varnomp evel tenna d’ar guenn, pa’z eo guir n’oamp evit ober drouk ebet d’ezhan.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.285
Ur c’harzh a beulioù kilviziet-mat ha kuñvaet, keitet ha livet e melen, ruz, gwenn ha gwer a-bep-eil, a rae tro an ti.
Eur c’harz a beuliou kilviziet-mat ha kunvaet, keitet ha livet e melen, ruz, gwenn ha gwer a beb eil, a rae tro an ti.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.38
gwisket e gwenn
1931
Daveenn :
VALL
pg (vêtu de) blanc
gwenn
gwenn-lagad
1931
Daveenn :
VALL
pg blanc (d'oeil)
gwenn
1931
Daveenn :
VALL
pg blanc
Ma vo dizrouk o zreizh er bed, / A- holl-galon, breudeur bepred, / Ma ne vo mui na Gwenn na Glaz, / Drailh ruz ganto 'vel ki ha kazh, / Ma ne vo ken na droug na doan, / O ! ma Jezuz, C'hwi ar gwir Oan !
Ma vo dizrouk o zreiz er bed, / A holl galon, breudeur bepred, / Ma ne vo mui na Gwenn na Glaz, / Drailh ruz ganto 'vel ki ha kaz, / Ma ne vo ken na droug na doan, / O ! ma Jezuz, C'houi ar gwir Oan !
1960
Daveenn :
PETO
p84
"C'hwi 'wel, Richard, hoc'h istor en deus skoet er gwenn. Ma n'oc'h ket bet dik war graf pe graf, gwelloc'h e ve deoc'h reizhañ."