guern al lestr
gwern
Na gwelet a rit-hu anezhe, en korf o roched, diarc’hen, o bragoù troñset gante betek o daoulin, o redek war an aod, o klask kontelleged, malkoned, tareleged, pe er poulloù-traezh, er vorlennoù oc’h ober redadegoù gant o bagoù : gobiri, biskinennoù, goueletinier, teir gwernioù graet dezhe gant o zadoù.
Tra pe dra en dije atav da ober er bagoù : teuler dour eus luseo ar vag vras gant ar skop ; lakaat ar gouelioù, ar skoudoù, an drisoù da sec’hañ ; lardañ ar wern, ar stae, ar poleoù, astenn ar fard war ar bili evit o disgweañ ; divailhañ an drag pe ar sein evit o dresañ ; koltari, livañ ar vag vihan pe an hini vras.
Kounañ a ran, na pegen dudius d'ar galon, ha na pegen kaer d'ar spered ha d'an daoulagad, da zaoulagad un arvester pignet war uhelenn Kerargov, gwelout, un hanterkantved a zo, ur skouadrenn meurlistri livet e du ha bevennet gant daou pe dri gelc'h gwenn an tuioù diavaez anezho ; koeñvet o gouelioù damwenn dezho gant an avel-reizh pe rodellet dindan ar fourradoù avel-dro, hag o stekiñ ouzh ar c'herdin hag ouzh ar gwerniou en ur stlakañ gant stroñs ha gant tregern.
Ya, na pegen bourrus e oant da welout, al listri uhelvourzhek-se gant o gwernioù uhel ha garidaouek, liesskourrek ha liessugellek, o sentiñ evel pa vefent bev (e gwirionez, buhez a yoa enno) ouzh geriou gourc'hemenniñ un den hepken, penn meur ar skouadrenn, hag o riklañ war an dour glas ker flour ha meuriadoù elerc'h war ul lenn ec'hon, distrafuilh ha dielestr.
Un tammig a-raok an noz e weler bouchadoù gwez o tiboukañ war an tu dehou : Kap Lopez, ha, war-dro c'hwec'h pe seizh lestr war eor, en o zouez pesketaerien grankaled eus Norvegia, aes da anaout en abeg d'ar c'hlud a zo e penn ar wern, evit ober ged ha klask ar ramzed a c'hell bezañ o neuiñ war ar mor bras.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
gwern