bananez
bananezenn
gwez-banana
Hervez giz ar vro, edod o kas d’an admiral profoù Abd-el-Aziz hag e niz, pacha Mogador : vioù e-leizh, boutegadoù frouezh mesk-ha-mesk, bananez, avaloù-orañjez, rezin, sitroñs, sukrin dourek, figez, gwestell, kouignoù, torzhoù bara ed-Indez gant bruzun alaman[d]ez, koumin ha greun roz-moc’h warno, deñved, girvi hag ur vuoc’hig gant kernioù hir-hir a veoge didruez, spouronet ken ma ’z oa gant tourni ar sonerien du.
Da serr-noz e pignas war hol lestr-reder un ofiser ken du all o klask eskemm evit galoñsoù ha nozelennoù aour bananez ha frouezh all ar vro, ha zoken, emezo, taolennoù gant gisti noazh warno, ur seurt skeudennoù treuzwelus na vezont gwerzhet nemet dre guzh.
P'eo deuet ar mare evit al lestr da guitaat ar porzh, kreiz an deiz anezhi, ez eo peursavet ar vorenn hag, en ur guitaat bro ar bananez, ez eo laouenaet hor sell gant arvest kaer menezioù ar Fouta-Djalon hag ar Sierra Leone hag a chom war wel betek an noz.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
bananezenn