Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. [1699, 1732, 1931, 1944] Skaon, menk. Ur bank prenn. Ur bank maen. Azezet int war ar bank-taol. Bankeier ar skolioù. 2. Arc'h izel outi ur golo war vudurunoù a c'haller azezañ warni. Ar bank en tan ne lakaer ket / Dre ma vez an alc'hwez kollet. 3. Bank-kañv : savadenn war dreustelloù evit kinnig korf un den marv. Emañ an arched war ar bank-kañv. & Ent krenn Lienet eo bet ar c'horf hag astennet war ar bank. DHS. marvskaon. II. A. [1732] Gwiskad fetis, kompez pe gompesoc'h, a draezh, a vili pe a vaen. Bankeier traezh ar stêr Liger. DHS. reuzeulenn-draezh, traezhenn. B. 1. Tolpad pesked eus an hevelep spesad a vez o tilec'hiañ a-gevret. Gwelet e vez bankeier brizhilli amañ a-wezhioù. HS. taol (2), klodad. 2. Tolpad kregin eus an hevelep spesad. Ur bank istr, bankeier istr. 3. Tolpad evned-mor eus an hevelep spesad, o neuñviñ war vor. Ur bank gouelini, bankeier gouelini. DHS. barr (3).

Skouerioù istorel : 
19
Kuzhat roll ar skouerioù

krog bank

1699
Daveenn : Har. pg bank

bankoù

1732
Daveenn : GReg pg accoudoir, banc (ban, siege de bois pour plusieurs)

bank

1732
Daveenn : GReg pg accoudoir, banc (ban, siege de bois pour plusieurs)

bankeier

1732
Daveenn : GReg pg banc (ban, siege de bois pour plusieurs)

bankoù

1732
Daveenn : GReg banc (ban, siege de bois pour plusieurs)

bankoù

1732
Daveenn : GReg banc (ban, siege de bois pour plusieurs)

bank traezh

1732
Daveenn : GReg pg banc (de sable, amas de sable sous l'eau)

bankoù traezh

1732
Daveenn : GReg pg banc (de sable, amas de sable sous l'eau)

bank strizh

1732
Daveenn : GReg pg bancelle (petit banc long & etroit)

bankoù strizh

1732
Daveenn : GReg pg bancelle (petit banc long & etroit)

Kerkent e voe klevet stalaf ar gwele o tigeriñ en ur strakal hag ar sakrist oc’h ober ul lamm plom war ar bank.

1877
Daveenn : EKG.I. p.111

bank-ilinek

1927
Daveenn : Geri.Ern pg bank

bank

1931
Daveenn : VALL pg banc

bankoù

1931
Daveenn : VALL pg banc

Me n'am boa gwelet nemet chapelioù hor Sent kozh, houmañ ne greden ket e oa ur chapel anezhi ; gant he bankoù koad stok-ouzh-stok, he mogerioù gwerniset, he chantele kempenn hag hec'h aoter wenn evel ur menaj merc'hodenn, he delwennoù plastr, en ur ger, ne oa ket graet al lec'h-mañ da hadañ devosion en eneoù, ha ma hini-me a oa gwidal-mat, ha techet da vont e-maez an arroudennoù pleustret gant an holl.

1944
Daveenn : EURW.1 p32

Ur c'hraou, leun a venvegoù labour-douar, a baneroù, a batatez, gant un daol-gamm, ur bank, hag er foñs, ur gwele plouz gwintet war bevar beul plantet en douar.

1944
Daveenn : EURW.1 p.152

Koulskoude, pa zeuas an aotrou Vallée da zigeriñ ar c'hlas kentañ brezhonek a zo bet graet biskoazh en hor bro a Vreizh, — en ur sal skol, e-pad an ehan-labour —, e oamp nav war ar bankoù : Emil Abéré a Blougastell-Daoulas ; Loeiz Ar Borgn, a Vrest ; Loeiz Coniac, a Landerne ; Loeiz Gautier, a Sant-Brieg ; Jozeb Guyot, a Sant-Brieg ; Frañsez Jafrenoù, a Garnoed ; Jul Olivier-Henry, a Sant-Brieg ; Frañsez Le Page, a Sant-Brieg ; Olier Sagory, a Sant-Brieg ; hag Olier Vallée, a Sant-Brieg.

1944
Daveenn : EURW.1 p58-59

Dirak an ti bourc'hiz, ez eus ur bleuñvegenn, gant ur gael houarn dirazi ; a-drek an ti, ur porzh kloz, kelc'hiet gant karrdioù da lakaat ar c'hoad hag ar yer, ar c'hav, ar poull-kannañ a vez karget gant dour-glav o tiverañ diouzh ar stivelloù ; dre un nor gromm toullet e moger ar c'harrdi ec'h erruer en ur jardin vihan — an holl draoù a zo bihan amañ — gant e-leizh a vleunioù, diduamant ma mamm, un neubeut karreadoù legumaj ordinal, un hanter dousenn gwez per, hag er foñs, ur bratellig toet gant iliav, 'lec'h [ez] eus daou vank evit lenn hag hunvreal.

1944
Daveenn : EURW.1 p6

N'eo ket ar pezh bihan am boa gwelet pa oan aet betek e ranndi met ur sal vras gant ur bank-labour ha binvioù diseurt.

2015
Daveenn : EHPEA p365

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial