Dezverkoù all

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Stag ouzh un anv-kadarn. I. (db. an traoù) 1. (evit ober anv eus bommoù komz) [1499, 1659, 1927] Dibenn ger benel a dalvez da dermeniñ komzoù ub. Divinadell. Rimadell. Touadell. Troadell. 2. [1659, 1850, 1927] Dibenn ger benel, dismegañsus alies, a verk disoc'h un ober. Kuzhiadell. Frigadell. Luziadell. 3. Dibenn ger benel a dalvez da sevel anvioù traezoù. Ur vannadell. Ur fiñvell. II. (db. an dud) 1. [1927] Dibenn ger benel a dalvez da zisteraat ha da zismegañsiñ prl. Magadell. 2. [1850, 1931] Dibenn ger benel a dalvez d'ober anv a emzalc'hioù korf zo. Ur vlinkadell. Ur gouskadell. HS. -adenn

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

divinadell

1499
Daveenn : LVBCA p62 (diuination)

rimadell

1659
Daveenn : LDJM.1 pg bagatelle, conte (ou fable)

kuzhiadell

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (vne) cache

touadell

1850
Daveenn : GON.II pg touadel

frougadell

1850
Daveenn : GON.II pg frougadel (Urine. Pissat. Il ne se dit qu'en parlant des animaux).

blingadell

1850
Daveenn : GON.II pg bliñgadel (Clignement. Action de cligner, de bigler, de guigner).

-adel

1904
Daveenn : DBFV pg -adel (ordianairement féminin, noms indiquant une action, et surtout le résultat d'une action)

fritadell vioù

1904
Daveenn : DBFV pg -adel (omelette)

touadell

1927
Daveenn : GERI.Ern pg -adell (jurement)

-adell

1927
Daveenn : GERI.Ern pg -adell (ordinairement, résultat d'une action)

-iadell

1927
Daveenn : GERI.Ern pg -adell (ordinairement, résultat d'une action)

magadell

1927
Daveenn : GERI.Ern pg -adell (ce suffixe, appliqué aux personnes a souvent une nuance de mépris : magadell nourisson, être insouciant)

kouskadell roc'hkennek

1931
Daveenn : VALL pg apoplexie

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial