1. (dirak un av. pe un ak.)
Rakger a dalvez da sevel anvioù-verb pe anvioù-kadarn a denn d'udb. a c'hoarvez a vareadoù stank ha dizalc'h.
Daskrenañ.
2. (dirak un av. pe un ak. ; en egor)
Rakger a dalvez da sevel anvioù-verb pe anvioù-kadarn a denn d'udb. a c'hoarvez, a vez graet a dakadoù.
Dasparzh.
3. (dirak un av. pe un ak.)
Rakger a dalvez da sevel anvioù-verb pe anvioù-kadarn a denn d'udb. a c'hoarvez diwar gwered udb. all.
Dasseniñ, dazgwered, dazloc'her.
4. (dirak un av. pe un ak.)
Ad-.
Dasprenañ.
EVEZH. : das- a skriver dirak ar c'hensonennoù divouezh, daz- dirak ar re zo mouezhiet ha dirak ar vogalennoù.
Daveenn :
GON.II
pg das, daz (particule itérative ou réduplicative, usitée seulement en composition).
daz
1850
Daveenn :
GON.II
pg das, daz (particule itérative ou réduplicative, usitée seulement en composition).
daskrenañ
dazkrena
1923
Daveenn :
SKET
p.167, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Frémir, fris[s]onner".
E-touez an avalenned a zo dasstrewet er gompezenn-se ez eus div wezenn all, un ivinenn hag un dervenn, o sevel kef-ouzh-kef, unanet ganto o barroù ha kemmesket o glasvez.
E-touez an avalenned a zo daz-strewet er gompezenn-ze ez eus diou wezenn all, eun ivinenn hag eun dervenn, o sevel kef-ouz-kef, unanet ganto o barrou ha kemmesket o glazvez.
1923
Daveenn :
SKET
p.72-73
Gwashoc’h eget an daouzek karvan-vaen argadadeg an arc’houereed, daz-strolladennet ar bagadoù anezho a-hed daou ribl ar stêr o tiwall ar red anezhi.
Gwasoc’h eged an daouzek karvan-vaen argadadeg an arc’houereed, daz-strolladennet ar bagadou anezo a-hed daou ribl ar stêr o tiwall ar red anezi.