Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
15
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. G. A. l. [1396, 1499, 1985] Kementad bihan eus ul liñvenn. Ur banne dour a chom er sailh. Ur banne glav zo bet. Laka ur banne eoul war ar vudurun. [1878] [...] en ur vro ha n’eus tamm menez en he c’hreiz na banne mor war he zro [...]. [1985] Ur banne gwad. & Trl., dre zic'harv. Skuilhañ, teuler ur banne dour : troazhañ. HS. berad, lomm, takenn. 2. Ent strizh [1732, 1877, 1927, 2015] Kementad a gustumer evañ eus un died bnk. Ur banne kafe : un dasennad pe ur volennad kafe. [2015] Mont a ra Koula d'he burev tra ma tremenan-me dre ar c'hafedi da evañ ma banne kafe. Ur banne soubenn : un asiedad. [1877] E-pad m’edo Job Karo [o] kontañ an traoù doanius-se, Klaodina an Hir, e c’hwreg, he doa aozet ur banne soubenn ar jaodell. [1992] [...] ober ur frapad kaoz ganti ha distreiñ da noz, war e bouezig ha war e droad, e-koulz evit ar banne soubenn er gêr. & Ent krenn Deomp d'evañ ur banne. & Trl. Chom hep tamm na banne : hep kaout tra da zebriñ na da evañ. HS. gwezh. 3. Ent strizh Kementad eus un died alkoolek. Ur banne sonn, yac'h : unan brazik a-walc'h. [1877] Digas deomp amañ, Frañsoa Prat, pep a vanne, ha pep a vanne sonn. [1954] Digant he den zoken ne gleve nemet al lesanv-se, ha mar c'hoarveze d' ur martolod all e bediñ ur sulvezh da noz da chom gantañ e bourc'h da c'hoari kartoù ha d'evañ ur bannac'h re, raktal e lavare Biz Kamm : « Trugarez, va faotr, met poent eo din kerzhout d'ar gêr, anez-se trubuilh am befe digant merc'h Sapeur ». & Trl. Kavout mat e vanne : bezañ techet da evañ re a alkool. & Ur banne zo dindan e fri, savet eo e vanne d'e benn : mezv eo. [1878] Dudiusoc’h eo da'm skouarn klevet al labous o kanañ gae war beg e skourr, eget youc'herezh paotred kêr, savet ar banne d’o fenn. & Bezañ ur banne warnañ : bezañ damvezv. & Distagañ banneoù : evañ kalz boeson. & Gwerzh ar banne : tamm arc'hant roet d'ur servijer en un ostaleri gant ur pratik. HS. lamm. B. Dre ast. 1. Kementad bihan pe berrbad eus udb. difetis pe diheverz e zanvez. Ur banne avel, gouloù, heol, moged. & Ur banne tan : ur gaouad. & Trl. Kousket ur banne : ober ur pennadig kousk. 2. Kementad bihan eus udb. fetis. Ur banne butun : peadra a vutun da lakaat er fri. II. Rag. am. Netra. Ne wel (mui) banne : dall eo. Ne c'hallas kousket banne : tamm ebet.

Skouerioù istorel : 
84
Kuzhat roll ar skouerioù

deo gratias banne glav

1396
Daveenn : BRPC p376

banne

1499
Daveenn : LVBCA p32 ('goutte')

bannec'h glav

1499
Daveenn : LVBCA p32, 83 (goutte de pluye)

banne pe bannec'h

1659
Daveenn : LDJM.1 pg banne (pe bannec'h)

bannec'h a vannec'h

1659
Daveenn : LDJM.1 pg goute a goute

bannec'h

1659
Daveenn : LDJM.1 pg goutte (d'eau)

pannac'h

1732
Daveenn : GReg pg coup (fois à boire), goute (parcelle d'eau, &c)

Brav a-walc'h ez a e vanne gantañ.

1732
Daveenn : GReg pg boire (il boit assez joliment)

kemeret ur banne kafe

1732
Daveenn : GReg pg (prendre une prise de) caffé

banne

1732
Daveenn : GReg pg coup (fois à boire)

banneoù

1732
Daveenn : GReg pg coup (fois à boire), goute (parcelle d'eau, &c)

pannec'h

1732
Daveenn : GReg pg coup (fois à boire), goute (parcelle d'eau, &c)

bannec'hoù

1732
Daveenn : GReg pg coup (fois à boire), goute (parcelle d'eau, &c, p.)

bannac'hoù

1732
Daveenn : GReg pg coup (fois à boire)

bannac'h

1732
Daveenn : GReg pg coup (fois à boire)

bannac'hoù

1732
Daveenn : GReg pg coup (fois à boire)

diskarg din ur banne, daou vanne, tri banne

1732
Daveenn : GReg pg (verse moi un) coup (deux coups, trois coups)

da gen alies banne a eve

1732
Daveenn : GReg pg (a chaque) coup (qu'il beuvoit)

flankañ ur banne mad a win da ur re

1732
Daveenn : GReg pg flanquer (Flancquer un coup de vin à quelqu'un.)

diskargañ ur banne mat a win da ur re

1732
Daveenn : GReg pg flanquer (Flancquer un coup de vin à quelqu'un.)

diskarget ur banne mat a win da ur re

1732
Daveenn : GReg pg flanquer (Flancquer un coup de vin à quelqu'un, pp.)

flanket ur banne mad a win da ur re

1732
Daveenn : GReg pg flanquer (Flancquer un coup de vin à quelqu'un, pp.)

banne

1732
Daveenn : GReg pg goute (parcelle d'eau, &c)

bannac'hoù

1732
Daveenn : GReg pg goute (parcelle d'eau, &c, p.)

banne

1732
Daveenn : GReg pg goute (parcelle d'eau, &c, Van.)

banne e vanne

1732
Daveenn : GReg pg goute (Goute-à-goute.)

bannec'h da vannec'h

1732
Daveenn : GReg pg goute (Goute-à-goute.)

a vannac'h da vannac'h

1732
Daveenn : GReg pg goute (Goute-à-goute.)

Banneoù

1850
Daveenn : GON.II p.15, livre premier, "des gouttes".

a vanneoù

1850
Daveenn : GON.II pg banné (goutte à goutte, par gouttes).

Deuit da evañ ur banne.

1850
Daveenn : GON.II pg éva (venez boire un coup).

ur banne

1850
Daveenn : GON.II pg eur (une goutte).

Roit din ur banne dour.

1850
Daveenn : GON.II pg dour (Donnez-moi une goutte d'eau).

Kemerit ur banne dour evit e zivalbouzañ.

1850
Daveenn : GON.II pg divalbouza (Prenez une goutte d'eau pour le débarbouiller).

banne

1850
Daveenn : GON.II pg banné (Goutte. Un peu de boisson. Coup à boire. Trait. Un peu, même sans égard au liquide, puisque l'on dit "eur banné tân" un peu de feu), lomm, loumm, stril, taken, bannac'h, bérad + pg 15, livre premier, (goutte).

banneoù

1850
Daveenn : GON.II pg banné (Goutte. Un peu de boisson. Coup à boire. Trait. Un peu, même sans égard au liquide, puisque l'on dit "eur banné tân" "un peu de feu". Pl.)

Roit din ur banne gwin.

1850
Daveenn : GON.II pg banné (Donnez-moi une goutte d'eau).

Evit ur banne gwin.

1850
Daveenn : GON.II pg banné (Buvez un coup de vin).

ur banne tan

1850
Daveenn : GON.II pg banné ( [...] l'on dit "eur banné tân" "un peu de feu").

bannac'h

1850
Daveenn : GON.II pg bannac'h, banné (Goutte. Un peu de boisson. Coup à boire. Trait. Un peu, même sans égard au liquide, puisque l'on dit "eur banné tân" "un peu de feu").

bannec'h

1850
Daveenn : GON.II pg banné (Goutte. Un peu de boisson. Coup à boire. Trait. Un peu, même sans égard au liquide, puisque l'on dit "eur banné tân" "un peu de feu").

E-pad m’edo Job Karo [o] kontañ an traoù doanius-se, Klaodina an Hir, e c’hwreg, he doa aozet ur banne soubenn ar jaodell.

1877
Daveenn : EKG.I. p.46

Pa vezent paket, ar pezh ne c’hoarveze ket alies, rak ar Saozon a gav ivez mat o banne gwin-ardant, a reont "brandign" anezhañ, e vije dalc’het ar pezh a veze el lestr : ar vartoloded a-wechoù a veze lakaet un dervezh pe zaou er prizon, ha goude-se e teuent d’ar gêr evit mont adarre er sizhun war-lerc’h da ober ar memes tra.

1877
Daveenn : EKG.I. p.18

Diouc’h an noz, e-pad ma veze ar "garde-koted" oc’h evañ banneoù, pe astennet en tu pe du oc’h uzañ ar banneoù o deveze evet, ez aent sioul eus o ziez evit mont, pep hini gant e dud, da gaout e vag.

1877
Daveenn : EKG.I. p.98

Ha te, ne c’houlennez ket a-well eget bezañ atav o klukañ banneoù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.112

— Ni a zo soudarded ar republik hag a rank kaout da zibriñ ha da evañ. — Bezañ digaset ganeoc’h ’ta neuze, eme ar maer. E Sant-Tegoneg n’eus na tamm na banne.

1877
Daveenn : EKG.I. p.170

Kerkent ha ma voent en em gavet en ti Kivoron a grias ouc’h ar Prat : — Digas deomp amañ, Frañsoa Prat, pep a vanne, ha pep a vanne sonn. Hasta buan, rak me n’em eus ket a amzer. Hag en u[l] lavaret se, e reas ul luchadenn ouc’h ar Prat.

1877
Daveenn : EKG.II p.220

Alo, Prat, digas pep a vanne deomp da drinkañ gant Kivoron, rak hemañ en deus mall da vont kuit.

1877
Daveenn : EKG.I. p.221

Ne veze peurvuiañ war e dro nemet e gloc’her ha pemp pe c’hwec’h kanfard all, a veze gantañ oc’h evañ banneoù hag o tiskouez an hent d’ar soudarded da vont da gregiñ, pa c’hellent, e beleien hag e tud vad, en tiez diwar ar maez.

1877
Daveenn : EKG.I. p.87

Diouzh an noz e tiskuizhent oc’h ober cher vat hag oc’h evañ banneoù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.87-88

Kinnig a voe graet dezhañ tammoù bara ha pastelloù kig da zebriñ, ha banneoù da evañ...

1878
Daveenn : EKG.II p.185

Bremañ, perc’henn an ti-mañ, digasit deomp da zibriñ ha da evañ, rak, abaoe Taole, n’hor beus bet tamm na banne, abaoe Pont Eon.

1878
Daveenn : EKG.II p.169

Mar hoc’h eus kuitaet ho kêr ha ranket lavaret kenavezo d’ho tud ha d’ho pro evit mont a-bell da chom e-touez tud estren, mil gwech disheñvel diouzhoc’h ken dre o yezh, ken dre o gwiskamant ; mar hoc’h eus ranket mont da chom en ur vro yen ha digalon, en ur vro ha n’eus tamm menez en he c’hreiz na banne mor war he zro, neuze e c’houzoc’h gwell eget na c’hellfen her lavaret deoc’h, peger poanius ha peger kriz eo kuitaat tud hor bro.

1878
Daveenn : EKG.II p.285-286

Eno e kave din e vije aes din gwalc’hiñ ha distanañ va morzhed, hag ivez evañ ur banne dour, rak sec’hed bras em boa.

1878
Daveenn : EKG.II p.24

Dudiusoc’h eo da'm skouarn klevet al labous o kanañ gae war beg e skourr, eget youc'herezh paotred kêr, savet ar banne d’o fenn.

1878
Daveenn : EKG.II p.215

Aes e oa dezhañ reiñ banneoù, marc’had-mat e oa ar gwin, rak ne gouste netra dezhañ.

1878
Daveenn : EKG.II p.71

distagañ banneoù

1909
Daveenn : BROU p. 227 (boire sec)

Petra faot deoc’h ? Pep hini ac’hanomp en deus e si ! Hini ar barner ?… ur bannac’h a gare, ur bannac’hig gwin-ardant.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1031 (Gouere-Eost 1924)

Ha m’en deus Bilzig evet ur werennad gwin Bourdel (ha digej mat a ran va girioù), m’en deus Bilzig evet ur bannac’h gwin, ar gwin-se en deus graet vad d’e galon, da galon ur paourkaezh kristen, muioc’h a vad eget an hini ho peus skuilhet ha lakaet da redek ha da goll er mor.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1028 (Gouere-Eost 1924)

pannac'h

1927
Daveenn : GERI.Ern pg bannac'h

pannec'h

1927
Daveenn : GERI.Ern pg bannac'h

banne

1927
Daveenn : GERI.Ern pg bannac'h

Ar paourkaezh loen a ouie diskouez anaoudegezh-vat d'ar re a roe dezhañ tammoù askorn [sic], skolpennadoù minvig soubet el lipig, buzhug kleuz fritet mesk-ha-mesk gant aouravaloù-karantez, farz, bannac'hoù soubenn leun a lagadennoù rous.

1929
Daveenn : SVBV p6

A ! satordallik ! Fri ar c'hazh e sac'h ar farz ha troad al leue bihan e-barzh ! Sell, 'brepoz, pa zeu da goun din ! Goulc'hen, ha ma kemerfemp bep a c'henaouad [b]ara, ha ma lonkfemp bep a vanne gwin ?...

1929
Daveenn : SVBV p.9

ur banne kafe hag e gement all a…

1931
Daveenn : VALL pg autant

brav a-walc'h ez a e vanne gantañ

1931
Daveenn : VALL pg boire

mat e kav e vanne

1931
Daveenn : VALL pg boire

Betek an oad a zaouzek vloaz ne ranker reiñ d'ar vugale banne evaj ebet a zo alkool ennañ.

1943
Daveenn : TOAA p3

Er c'honkourioù olimpik, paotred ar Finland vihan na event ket a win-ardant a veze dreist d'ar C'hallaoued, anez tud hag a gar o banneoù.

1943
Daveenn : TOAA p1

Setu perak ne vez evet banne gwin-ardant ebet gant ar sportourien vras.

1943
Daveenn : TOAA p1

Koulskoude. Herri a oa ker pizh ! pa eve ur banne odivi, e veze atav dre ezhomm, ha, morse, dre avi.

1944
Daveenn : ATST p.58

Ar perc'henn, unan anvet Guilhard, a oa laouen da brestañ dimp e sal a-dreñv evit netra. Ar bannac'hoù o dije hen dic'haouet ampl, na petra 'ta !

1944
Daveenn : EURW.1 p.141

Me 'zo ahont o chom e Maner-ar-Glesker, me lavaro d'am gwreg aozañ deoc'h pep a vannac'h soubenn ha pep a wele, ha warc'hoazh ec'h eot kuit adarre ».

1944
Daveenn : EURW.1 p36

Ur bannac'h dour tremenet diouzh ar gibellig war beg ar fri ha setu graet ar ficherezh ; gwalc'hiñlec'hioù 'vel-just ne oa kont ebet anezho.

1944
Daveenn : EURW.1 p33

Sell ! diskargit din ur banne rom, rak n’on ket evit padout. »

1944
Daveenn : ATST p.23

Hugunoded e oa e hendadoù ; aet da chom da Iwerzhon, o doa skoulmet priedelezhoù gant merc'hed eus ar vro ; gwad gouezel a vere ur bannac'h anezhañ en e wazhied.

1944
Daveenn : EURW.1 p68

Digant he den zoken ne gleve nemet al lesanv-se, ha mar c'hoarveze d' ur martolod all e bediñ ur sulvezh da noz da chom gantañ e bourc'h da c'hoari kartoù ha d'evañ ur bannac'h re, raktal e lavare Biz Kamm : « Trugarez, va faotr, met poent eo din kerzhout d'ar gêr, anez-se trubuilh am befe digant merc'h Sapeur ».

1954
Daveenn : VAZA p.10

Bep tro e chome ar merc’hed kalz re bell dirak ar melezour, daoust ha ma veze tremen poent tostaat d’an illiz, ha pa dinte ar c’hloc’h bras da zegas da soñj dezho n’hell ket evelkent ur beleg menel hep tamm na bannac’h a-hed un devezh war-zigarez koefoù : « Alo ‘ta, emezo, emañ ar person oc’h ober gwad fall ; krozal a raio dimp ».

1954
Daveenn : VAZA p.32

Redek a rae an aliesañ ma c’helle a di da di war-zigarez kas d’ar gêr druilhoù peurdakonet pe dilhad nevez peurwriet ; bep tro e tape un dra bennak da gloukañ, met dalc’hmat e veze, hervez ma kave dezhañ, blaz ar re nebeut gant e vannac’h ; en ur ger, liv al lonker a vleunie war e fri keit hag un ibil da blantañ kaol, ha rusoc’h ar beg-begig anezhañ eget ur vouarenn hanter veür.

1954
Daveenn : VAZA p.28

Ur bannac'h kafe ho po ?

1972
Daveenn : BAHE niv. 75, p.41

Rediañ kement hini a guitae ar vro, pe a zegouezhe eus an diavaez da dremen dre an ospital evit ma vije kemeret ur banne bihan eus e wad da welout hag-eñ ne oa ket taget gant ar c'hleñved, en deus miret ouzh ar c'hleñved-se da vezañ kaset da bell ; hag en diabarzh, en ur vont a geriadenn da geriadenn pe a greizenn-labour da greizenn-labour evit ober kement all, en devoa graet d'ar c'hleñved souzañ da vat.

1985
Daveenn : DGBD p65

Tremenet eo da vat ar mare ma ouie an tad-kozh Mazhev, e yaouankiz e dri-ugent vloaz, loc'hañ da c'houloù-deiz diouzh kêr, da vont da gaout lein e ti e verc'h yaouankañ ha karetañ, dimezet gant un noter seizh lev ac'hann, ober ur frapad kaoz ganti ha distreiñ da noz, war e bouezig ha war e droad, e-koulz evit ar banne soubenn er gêr.

1992
Daveenn : EAZB p. 16

Mont a ra Koula d'he burev tra ma tremenan-me dre ar c'hafedi da evañ ma banne kafe.

2015
Daveenn : EHPEA p18

Atav ez eus tu da ginnig d'ar poliser e-tal deoc'h evañ ur banne tomm, pe rannañ un tamm bara pok-ha-pok ganeoc'h, pa grog an obererezh da vezañ hir, kement ha distignañ an traoù un tamm bihan.

2015
Daveenn : DISENT p161

Notennoù studi

Roet eo e GON.II "bannec'h" evel stumm Bro-Dreger, ha "bannac'h" evel hini Bro-Wened ha Bro-Gerne.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial