Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(er c'henstrolladoù strizh, dirak un ak.) Elfenn a dalvez da sevel anvioù-kadarn a denn d'ar pezh zo kozh-tre, zo aet da get. Henamzer, hendadoù, hengoun. EVEZH. : kemm. blot. e deroù an elfenn a lakaer goude hen-.

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

Mirourien ez oant da henganennoù ha da zanevelloù uhelbriz diwar-benn derou ha brud an Andekamuliaked.

1923
Daveenn : SKET p.21

Evel-se eo : "Wear", kontelezh Durham Bro-Saoz, a c’houlenn en e raok un henfurm "Visuria" a zo ivez henanv ar Weser, en Alamagn an hanternoz, hag ar Vesdre, er Veljig (1); "Weaver", stêrig eus kontelezh Chester, "Waver", stêrig eus kontelezh Cumberland, a ziskouez dont an eil hag egile eus un henfurm "Vebros", diwarni en Alamagn an hanternoz "Wipper", anv teir stêr a Dhuringe hag un adstêr d’ar Roen etre Düsseldorf ha Deutz (2).

1923
Daveenn : SKET p.144 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

Honnezh eo danevell an teir « Kassiteras », evel m’hen dezrevell an dud kadarn a vevas gwechall en aber an Albis ha war ribloù glasvezh-holl ar Stura hag an Dravinna, evel m’her c’hlever en tiadoù brezelgar ar Belgion (1) hag en-dro d’an oaledoù ma tomm outo Breizhiz an henveuriadoù, o dremm vrizhellet hag o izili livet e glas, evel m’hen desker e santualoù hag e skolioù an drouized en enez Pretanis (1), evel em eus, erfin, me va-unan her c’hlevet diwar diweuz Esumopas, an drouiz.

1923
Daveenn : SKET p.117

Er mare-se eo e voe kaset da benn ar pezh a zo bet anvet gant an henzanevelloù « an disrannadeg-veur », ma kimiadas Nemetos, mab Tigernomagalos, war-du ar C’huzh-heol, a-gevret gantañ triwec’h mil a dud, ken paotred ken merc’hed, eus pennañ tiegezhioù ar vro.

1923
Daveenn : SKET p.85 (+ p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P.85, lin. 13 kent an dibenn, e lec’h « hen-danevellou » lenn « hen-zanevellou »").

Un amzer a beoc’h don, a verzh dispar, a eurvad leun ez oa-hi, — a-unvan emañ holl hen-zanevelloù ar pobloù evit hel lavarout, — p’edo mibien ha merc’hed Manos o vevañ e frankizennoù heoliek koadoù ar Sav-heol, ma vezent gweladennet eno gant an doueed.

1923
Daveenn : SKET p.66

Bremañ ez an da gomz eus o bugale, eus penn-andon ar c’havadennoù hag eus an henlezennoù, anvet lezennoù Belios (1).

1923
Daveenn : SKET p.50

E-touez ar frankizennoù m’eo marellet ar c’hoad, unan a zo, ec’hon-dreist, glas ha heoliet-kaer, e tiskouezer enni ur grugellig-vez, a c’hourvez dindani, hervez un hengredenn digemeret gant an holl, relegoù ar c’hentañ gour hag ar gentañ maouez.

1923
Daveenn : SKET p.47

henzisklêrier

1924
Daveenn : SKET.II p.131 « Geriadurig », "Scholiaste".

henwaregerien

1924
Daveenn : SKET.II p.131 « Geriadurig », "Archers de l’antiquité".

henloenoniezh

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXV

hendraouriezh

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXV

hendraour

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXIV

hendra

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXIV

henaour

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXIV

Henamzer

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXIV Antiquité (temps)

henstumm

1931
Daveenn : VALL pg archaïsme

hen-

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXIV, ancien (en composition), antique, archaïque

henlouzawouriezh

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXV

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial