Ur bouteg war he fenn, Izabel ac’h ae, dre ar c'houmanantoù, ar vererioù hag ar bourkoù, ha, peurvuiañ gwerzhet he boutegad, e teue ganti en distro pastelloùigoù kig, un tamm lard-teuz, ur vozadennig vleud, ur gaolenn-bomez, un irvinenn, hag, en he godell, ur gwennegig bennak.
Eur bouteg war he fenn, Izabel ac’h ê, dre ar c’houmananchou, ar vereriou hag ar bourkou, ha, peurvuia gwerzet he boutegad, e teue ganti en distro pastellouigou kig, eun tamm lard-teu, eur vozadennig vleud, eur gôlenn-bome, eun irvinenn, hag, en he godell, eur gwennegig bennak.